Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Hetoł Ofis ar Brezhoneg

Asambles gant tud e karg Ti ar Vro Bro-Leon e oa bet aozet un abadenn blijus-kenań da-geńver hetoł Ofis ar Brezhoneg e kumun Plouzeniel.

Ur strollad niverus a vrezhonegerien hag a dud tomm ouzh ar brezhoneg a zo bet degemeret e sal ar gouelioł e Plouzeniel d’ar Gwener 19 a viz Genver evit kemer perzh e lid-hetoł Ofis ar Brezhoneg. Da heul prezegennoł Herve Lossec, prezidant Ti ar Vro Bro-Leon, Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha re an dilennidi a oa deuet d’al lid (an Ao. Joėl Marchadour, maer Plouzeniel, an Ao. Yann-Bźr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh hag an Ao. Jacques le Guen, kannad Penn-ar-Bed) e oa bet roet ar gaoz da dri den arouezius : Carolina Diaz, implijadez-pad Ti ar Vro Bro-Leon, ur plac’h eus Galiza zo o chom e Breizh, desket brezhoneg flour ganti hag a vev e brezhoneg penn-da-benn ; Andrev Lavanant, bet prezidant Diwan e-pad meur a vloaz pa oa ivez o verań e embregerezh Ouestélio, siner an Emglev Ya d’ar brezhoneg, un embregerezh skouer evit ar re a fell dezho doujań ouzh ar garta ; ha Georges Premel-Cabic, rener Intermarché Plougerne, siner ivez hag a zo deuet a-benn da vrezhonekaat e stal penn-da-benn.
Goulennet e oa bet digant ar re-mań reiń o ali diwar-benn krouidigezh ziwezhań an Ofis, ar « Spilhennig” vihan da stagań ouzh an dilhad a-benn embann e ouier brezhoneg hag e vefed plijet o komz brezhoneg gant ar re all.
Roet zo bet lańs eta da “Spilhennig” e dibenn an abadenn ha degemeret eo bet gant kalz a blijadur gant an holl dud er sal o deus staget anezhi ouzh o mantell hep gortoz pelloc’h.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn