Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 

Kinnig a ra an Ofis Publik dafar yezhel dave d'an holl evit netra. TermOfis, ur bank termenoù, KerOfis, un diaz diwar-benn anvioù-lec'h ar vro, hag ar c'hentañ troer emgefre brezhoneg-galleg. Bemdez e pinvidika skipailhoù an Ofis Publik ar bankoù titouroù hag ar binvioù kinniget gantañ.

     
 
Servij TermBret
 
 
Servij Glad Yezhel
     
Troer emgefre


TermOfis

Kinnig a ra TermOfis, bank roadennoù TermBret, anezhañ kreizenn dermenadurezh an Ofis Publik, termenoù teknikel eus ar vuhez a-vremañ. An termenoù-se, alies, ne gaver ket anezho er geriadurioù yezh boutin. TermOfis hag a c'haller atersiñ enlinenn abaoe miz Meurzh 2006 en deus graet berzh bras peogwir e vez goulennataet ur wezh bep 4 munut, noz-deiz, a-hed ar bloaz. Talvoudus eo TermOfis evit an divrezhonegerien a fell dezho gouzout petra a dalvez termen pe dermen ha ken talvoudus all eo evit ar vrezhonegerien a fell dezho pinvidikaat o zamm geriaoueg pe o deus ezhomm skoazell a-benn kas da benn labourioù treiñ e brezhoneg.

KerOfis

Divizet an Ofis Publik digeriñ d'an dud e vank titouroù lec'hanvadurel, KerOfis. KerOfis emeur ouzh e sevel abaoe ar bloavezhioù 1990. Diwarnañ eo diazezet al labourioù a gas an Ofis Publik da benn evit kinnig ur skritur reishoc'h d'an anvioù-lec'h brezhonek. E KerOfis e vo kavet titouroù diwar-benn lec'hiadur pep anv ha titouroù istorel ivez. Lec'hioù zo, ouzhpenn, a vo kavet ivez displegadurioù etimologel evito pa'z int bet studiet ganeomp diwar goulenn ar strollegezhioù hon eus labouret evito. Ur bank titouroù hep e bar eo KerOfis. Sur-mat e plijo d'an holl frioù-furch nay gant hon anvioù-lec'h, ha bez' ez eus anezho evel ma oar an holl. Servijout a raio d'an ensklaskerien ha d'an holl re a fell dezho skrivañ o chomlec'h e brezhoneg ivez.

Troer Emgefre

Kemer a ra perzh Ofis Publik ar Brezhoneg er raktres europat Apertium kaset war-raok gant skol-veur Alacant er Broioù Valencia, e Spagn. A-drugarez d'ar c'henlabour-se hon eus gallet sevel ar c'hentañ troer emgefre brezhoneg-galleg. Embannet eo bet ar stumm 0.1 e miz Mae 2009 ha kenderc'hel a reer d'e wellaat ha d'e glokaat bemdez. Pep evezhiadenn a vo deuet mat (gerioù n'int ket anavezet, anvioù divoutin a vank, reolennoù treuzkas eus an eil yezh d'eben da wellaat...).

 

 
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn