Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur sinadur nevez e Bro-Dreger : Perwenan, 56vet kumun o sinań ar garta

Hep gortoz he deus divizet kumun Perwenan sinań evit al live 1 ha 2 war un dro.

Labour vat zo bet graet gant kumun Perwenan c’hoazh evit lakaat ar brezhoneg da vevań ha graet eo bet dija ar 5 ober dibabet evit goulenn al live 1. Daoust ma vank un nebeud panelloł n’he deus ket gortozet kumun Perwenan evit mont war-raok da gas da benn oberoł zo a denn d’al live 2.
Goude bezań divizet embann ingal pennadoł e brezhoneg e kelaouenn an ti-kźr ; ha kemer perzh bep bloaz e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet ; goude bezań kaset da benn un enklask evit gouzout gwelloc’h petra e oa ezhommoł tud ar vugale evit a sell ouzh ar c’helenn divyezhek ha bezań skoazellet krouiń ha diorren klasoł divyezhek, e fell d’ar gumun diskouez ar brezhoneg ar muiań ar gwellań dre embann kartennoł-bizit evit an dilennidi ; moullań paper talbennet divyezhek evit lizhiri an ti-kźr ; reiń d’an annezidi teulioł melestradurel divyezhek. Kinniget e vo ivez d’an dud nevez eurediń e brezhoneg ha kefridiet e vo an Ofis evit kas da benn ur studiadenn war anvioł-lec’h ar gumun.
Gant an Ao. Fernand Le Duc, maer Perwenan, eo bet sinet ar garta, asambles gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag an Ao. Ludovic Ducroq, kuzulier-kźr e karg eus an teul-mań en ti-kźr, dirak bugale ar skol bublik divyezhek hag un nebeud tud deuet hag a zo o teskiń brezhoneg dre gentelioł noz ar gevredigezh Al Levrig.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn