Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kreizenn Verañ Penn-ar-Bed

Gant ar sinadur-mañ e ra ar brezhoneg ur c’hammed war-raok ouzhpenn :
Graet e vo gant hor yezh evit mont en-dro ofisiel ur framm foran.


Diwar ur c’henlabour efedus etre an Ao. Fily, maer Sant-Martin-war-ar-Maez, prezidant Kreizenn Verañ Penn-ar-Bed, an Ao. Breuiller, rener ar Greizenn, ha Yann-Bêr Thomin, besprezidant, maer Landerne, e karg eus ar politikerezh yezh e Breizh er C’huzul-rannvro, ez eo bet posupl sinañ un emglev etre Ofis ar Brezhoneg hag ar framm publik-mañ.
D’an 31 a viz Genver e oa bet roet, gant Lena Louarn, al label Ya live 1 da Greizenn Verañ Penn-ar-Bed eta evit al labour a-du gant ar brezhoneg zo bet kaset da benn ganti c’hoazh.
Azasaet eo bet al label diwar hini ar garta Ya d’ar brezhoneg er c’humunioù ha 25 ober a zo bet dibabet gant ar Greizenn.
“Ti ar C’humunioù” (Kreizenn verañ Penn-ar-Bed) a ro d’an holl ur skouer eus ar pezh a c’hell bezañ graet gant ur framm publik evit ober muioc’h gant ar brezhoneg en e gehenterezh hag en e bolitikerezh stummañ. Ouzhpenn al labour graet evit divyezhekaat ar panelloù er savadurioù, hag ar menegoù war girri-tan ar Greizenn pe war skoroù kehentiñ all war baper, e vo lakaet divyezhek, ar responter pellgomz hag al lec’hienn genrouedad. Strivet e vo evit diorren implij ar brezhoneg e-touez implijidi ar Greizenn verañ ha taolet e vo evezh ouzh an dra-se pa vo enfredet implijidi evit ar strollegezhioù tiriadel.
E dibenn an abadenn e oa bet profet skouerennoù eus ar “Spilhennig”, an arouez vihan nevez embannet gant an Ofis evit skoazellañ ar vrezhonegerien d’en em anavezout etrezo.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn