Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gant an Oriant, an trede kęr vrasań e Rannvro Breizh, eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg

Laouen eo bet an Ofis o tont en-dro d’an Oriant, goude sinadur Gouelioů an Oriant un nebeud mizioů zo, evit sinań an emglev « Ya d’ar brezhoneg » gant an ti-kęr.

Ur bern tud o doa kemeret perzh el lid aozet en ti-kęr da-geńver sinadur Ya d’ar brezhoneg gant kumun an Oriant d’ar Yaou 25 a viz Genver 2007. Tro-dro d’an ao. Métairie, maer an Oriant, tud ar c’huzul-kęr, brezhonegerien hag izili Emglev bro an Oriant, e oa ivez kerent bugale ar skolioů divyezhek. Gant kalz a nerzh hag a blijadur e oa bet kanet e brezhoneg gant ar skolidi a oa war al lec’h.
Gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, eo bet roet al label live 1 d’an ti-kęr evit ur 15 ober bennak kaset da benn vat c’hoazh. En o zouez e kaver ar re-mań : kartennoů-bizit divyezhek evit an dilennidi, panelloů divyezhek un tammig e pep lec’h er gumun, perzh kemeret e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet, un enklask e-touez implijidi an ti-kęr a-benn gouzout ha gouzout a reont brezhoneg, ha skoazell da grouidigezh klasoů divyezhek e kęr an Oriant.
Kendalc’het e vo gant kumun an Oriant war an hent-se, evit tapout al live 2 a-benn 2 vloaz, gant oberoů all : dibabet he deus an ober niverenn 7, da lavaret eo staliań plakennoů straed divyezhek e pep lec’h e kęr.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn