Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  E salońs Expolangues-Pariz e oa an Ofis, etre ar 24 hag ar 27 a viz Genver 2007

Kejań ouzh an dud dre vras, brudań labour an Ofis, en em vodań gant brezhonegerien bro Bariz : peadra a oa d’ober evit tud an Ofis e-pad pevar devezh salońs brasań en Europa gouestlet d’ar yezhoł.

Tud Ajańs diorren an Ofis o deus gellet degemer ar weladennerien war ur stand nevesaet gant panelloł kaer. Bep bloaz e teu ur bern tud da glask titouroł diwar-benn ar brezhoneg ha labour an Ofis.
Un digarez dibar eo Expolangues ivez evit tud an Ofis da welet o c’henseurted a labour e-barzh frammoł damheńvel evit yezhoł all ha da grouiń liammoł ganto, evit kenlabourat en amzer da zont.
Plijet-bras eo bet an dud gant ar «Spilhennig », an arouez vihan ijinet gant an Ofis ha roet evit netra d’an holl dud gouest da gomz brezhoneg ha laouen da embann an dra-mań. Berzh o deus graet ivez an daou levr diwezhań embannet gant an Ofis e miz Genver : « Bemdez , ur frazenn ouzhpenn » ha « Geriaoueg ar stalioł ».
Evel bep bloaz ez eus fellet d’an Ofis kejań ouzh ar vrezhonegerien a zo o chom e bro Bariz. Aozet e oa bet un emvod, d’ar Yaou 25 a viz Genver e skol Diwan Pariz. E Enez-Frańs ez eus ur bern brezhonegerien ha tud dedennet gant danvez Breizh evit gwir ; en em ziskouez a ra muioc’h-mui identelezh Breizh ha meur a framm ekonomikel breizhat a bouez a labour eno. Un ugent bennak a dud o deus burutellet un teul a oa bet kaset dezho en a-raok, un teul bet savet gant servij an Arsellva diwar-benn « stad ar brezhoneg en Enez-Frańs ».
E brezhoneg penn-da-benn eo bet kaset an emvod-mań hag ar berzhidi o deus gellet gwellaat ar skrid hag a zo bet klokaet abaoe. Gellout a reer e bellgargań bremań war lec’hienn Ofis ar brezhoneg (restr da bellgargań war hol lec’hienn war bajenn an Arsellva, e-touez « al labourioł kinniget », ha goude « studiadennoł dre diriad »).
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn