Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Plistin : skouer ur gumun en he bleud gant yezh ar vro

Dibabet eo bet al label uhelań gant kumun Plistin evit diskouez pegen kreńv eo hec’h emouestl evit difenn ar brezhoneg ha lakaat anezhań da dalvezout evel yezh an holl ha yezh ar pemdez.

Laouen e oa ar bodad tud a zo bet degemeret e ti-kęr Plistin d’ar Gwener 9 a viz C’hwevrer 2007.
Dirak ar maer, an Ao. André Lucas, hag en It. Marie-Renée Oget, kannadez Gwengamp, an holl dud deuet d’al lid, izili ar c’huzul-kęr, tud e karg eus ar c’hevredigezhioů ha brezhonegerien eus ar vro, o deus gwelet an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg o reiń al label live 1 evit 5 ober kaset da benn c’hoazh gant ar gumun : staliań panelloů evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun; sevel kartennoů-pediń en div yezh evit abadennoů sevenadurel hag abadennoů all aozet gant an ti-kęr ; ober un enklask war sońj tud ar vugale war ar c’helenn divyezhek ; skoazellań diorren ar skolioů divyezhek er gumun.
Met dre ma sońj skipailh an ti-kęr eo reizh e chomfe bev ar brezhoneg e Plistin hag e Breizh a-bezh, n’eus ket fellet dezhań chom a-sav war an hent boulc’het gantań ha dibabet en deus mont war-raok evit ober gant an div yezh e mont en-dro ar gumun. Sinet eo bet an emglev eta evit tapout al label live 3 a-benn 3 bloaz. Meur a dra a zo bet dibabet gant ar c’huzul-kęr evel : staliań panelloů divyezhek e pep lec’h er gumun ha war ar savadurioů ; lakaat glad ar gumun war wel ; kemer perzh e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet ; reiń teulioů melestradurel e brezhoneg d’an dud ; kinnig eurediń an dud e bezhoneg ; arc’hantaouiń stummadur micherel an implijidi kęr o deus c’hoant deskiń brezhoneg pe gwellaat o yezh….
„Un dra naturel“ eo ar brezhoneg e Plistin, eme an It. Marie-Renée Oget, hag al lid evel m’eo bet a zo bet ur brouenn splann eus kement-se. Plijet-bras eo bet an dud gant ar « Spilhennig » a zo bet roet da bep hini anezho hag un elfenn ouzhpenn e vo moarvat evit broudań tud ar vro da gomz brezhoneg kenetrezo.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn