Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Siner kentań Kumuniezh kumunioů bro an Alre : Ti-kęr Pleuwigner !

D’ar 14 a viz C’hwevrer eo bet aozet al lid-sinań dirak an dilennidi hag ur bern tud eus ar bed kevredigezhel.



Bev-mat eo ar brezhoneg e korn-bro Pleuwigner en deiz-a-hiziv. E bro an Alre e kaver 500 bugel skoliataet er skolioů divyezhek ha 300 anezho zo e Kumuniezh-kumunioů bro an Alre en-resis. Ret eo menegiń ivez ez eus 15% eus bugale kumun Pleuwigner o teskiń brezhoneg er skol-vamm hag an dud deuet a c’hell mont wat-raok gant ur gevredigezh oberiant-tre er vro : Kerlenn Sten Kidna. Diskouez a ra mat pegen stag eo an dud ouzh o yezh ha pegen pouezus eo evito e vefe treuzkaset ar yezh d’ar re yaouank.
Gant kuzul-kęr Pleuwigner eo bet komprenet mat an dra-se. Maer Pleuwigner, Guigner an Henanff, a zo, abaoe pell ‘zo, e penn laz-kanań « Kanerion Pleuwigner », ul laz-kanań brudet-meurbet e Breizh, ha stag eo ouzh ar brezhoneg dre-se ivez. En e brezegenn en deus pouezet war « an divyezhegezh, un dra spletus hag ul liamm sokial ret-holl ».
Divizet he deus kumun Pleuwigner sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg live 1 eta. Ret e vo d’ar gumun kas da benn 6 ober dindan bloaz a-benn tapout al label-se. Sed amań roll an oberoů dibabet : staliań panelloů divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun; implijout paper-lizher talbennet divyezhek; lakaat divyezhek lec’hienn genrouedad ar gumun; skrivań e brezhoneg pennad-stur kelaouenn an ti-kęr; kemer perzh e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet ha diorren ar c’hlasoů divyezhek er gumun.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn