Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Digoridigezh burev nevez an Ofis en Aodoł-an-Arvor

Leun-chouk e oa burev nevez Ofis ar Brezhoneg e Kawan d’al Lun 19 a viz C’hwevrer. Ar pezh a ziskouez e oa gortozet an darvoud.

D’an deiz-se e fin ar beurevezh e lide Ofis ar Brezhoneg digoridigezh ofisiel e bempvet skourr, hini departamant Aodoł-an-Arvor, e Ti ar Vro Treger-Goueloł.

Goude kreizennoł Roazhon, Karaez, Naoned ha Plańvour eo staliet an Ofis en Aodoł-an-Arvor a-drugarez an departamant en deus skoazellet da grouiń post Guillaume Morin nevez degemeret en Ofis hag o labourat e burev Kawan.

Christian Provost, besprezidant ar C’huzul-departamant e karg eus sevenadur, ha Yannig Botrel, besprezidant ar C’huzul-departamant e karg eus an arc’hanterezh, zo bet trugarekaet hep ankouaat Pierre-Yvon Tremel evel-just bet senedour maer Kawan hag aet d’an anaon un nebeud mizioł zo. N’en doa ket gallet an Aotrou Botrel bezań war al lec’h d’an deiz-se met Vincent Le Meaux kuzulier-departamant a oa deuet en anv an departamant. Eno e oa Pierre-Yves Nicol ivez, maer Kawan, Maurice Auffret, prezidant Kumuniezh kumunioł Kreiz-Treger ha Mona Bras, kuzulierez-rannvro pa n’halle ket Yann-Ber Thomin bezań war al lec’h.

An holl zo bet degemeret gant Lena Louarn, prezidantez an Ofis, Fulup Jakez, eilrener, ha Guillaume Morin a labour abaoe daou viz en Ajańs Diorren. Kinniget eo bet labour an Ofis hag hini Guillaume Morin dezhe, da sinerien an emglev « Ya d’ar Brezhoneg » en departamant hag ivez da gevredigezhioł ar vro, Gireg Konan evit kenvodad Al Levrig, Anne-Claire Even eus Kreizenn Sevenadurel Lannuon, Loig Olivier eus Kreizenn Sevenadur Breizh Pempoull, Mari Jo ar Rouz eus Kreizenn Abherve (S. Brieg), Riwanon Kervella eus Kuzul ar Brezhoneg, Franēois Cornic eus Gouelioł Breizh, Silvie Toupin ha Stefan Alliot eus Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg, Julien Cornic eus Dastum Bro-Dreger ha Yoann Huiban eus Kaouenn Net. Eno e oa ivez an ao. Jean-Do Robin ha an ao. Yann Talbot.

Labour e-leizh zo war ar stern en Aodoł-an-Arvor ha bremań e vo ret sońjal krouiń un eil post hep daleań evit ma vo daou zen staliet eno a-raok fin ar bloaz.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn