Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lid-sinań “Ya d’ar Brezhoneg er c’humunioů" gant kumun Sant-Teve (56)

Laouen e oa an Aotrou maer o sinań ar garta dirak Lena Louarn, prezidantez an Ofis hag Olier ar Mogn, rener.

D’ar Yaou 7 a viz Gouere 2005, e dibenn an endervezh, e oa bet sinet gant Hervé Pellois, maer Sant-Teve ha kuzulier departamant, karta “Ya d’ar brezhoneg er c’humunioů.” Dibabet ez eus bet gant an ti-kęr klask tizhout a-raok tri bloaz al live 1. 13 ober a fell dezho kas da benn zoken : staliań ur panellerezh heńchań divyezhek, sevel un enklask war-dro annezidi ar gumun a-benn gouzout hiroc’h war ar pezh a vez gortozet ganto da-geńver ar c’helenn diyvezhek, kemer perzh er c’houlzad brudań d’an dud deuet, lakaat en div yezh, en un doare sistematek, talbenn al lizhiri, ar pedadennoů hag ar c’hartennoů bizit moullet gant an ti-kęr. Un ugent bennak a gumunioů o deus lakaet o anv evit kemer perzh da vat er c’houlzad-mań.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn