Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gweladenniń Kastell Duged Breizh e Naoned ? E brezhoneg evel-just !

Ul labour skouer zo bet graet, evit ar wech kentań e Breizh : gellout a reor gweladenniń mirdi ar c’hastell e brezhoneg, war-bouez klevheńcherioł zo disoc’h ur c’henlabour etre an Ofis ha Dizale.

Ur pemzek vloaz bennak zo bet ezhomm evit ober al labourioł ha serret eo bet ar c’hastell penn-da-benn e-pad 3 bloaz, war ar marc’had, evit reiń lufr en-dro d’ar c’hastell hag ober eus an hollad savouriezh-se ul lec’h dibar.
Ouzhpenn gellout gweladenniń ar mogerioł kreńv, an douvezioł gant gwez hag ar porzh bras diabarzh, e vo tu d’ar weladennerien da vont e kement savadur zo er c’hastell ha ma kaver plakennoł glad e 6 yezh, ar brezhoneg en o zouez.
Ouzhpenn da se eo laouen-bras an Ofis da vezań graet war-dro troidigezh testenn ar c’hlevheńcherioł a c’hello bezań implijet gant ar weladennerien evit dizoleiń mirdi istor Naoned, 32 sal, hag un destenn 25.000 ger enni.
Ar wezh kentań eo e Breizh ez eus bet graet ul labour evel-se, kaset da benn gant skoazell Dizale, ur framm a ra war-dro an eilmouezhiań e brezhoneg, ha mennozhioł a c’hellfe bezań roet evel-se da virdioł rannvroel bras all.

Dipitet e vo ar vrezhonegerien, siwazh, moarvat rak evit panellerezh ar mirdi n’eus bet graet nemet gant teir yezh (galleg, saozneg, spagnoleg).
Gwashoc’h c’hoazh, n’emań ket ar brezhoneg e-touez ar yezhoł a ginniger war bonnoł klewelet ar mirdi. Chalusat tra pa ouzer e plij kalz an traoł-se d’an dud dre vras ha d’ar vugale dreist-holl !
Spi en deus an Ofis memestra e vo chenchet penn d’ar vazh en amzer da zont evit ma teufe Kastell Duged Breizh da vezań, ouzhpenn ur mirdi savet eus ar gwellań, ur mirdi dave evit Breizh a-bezh.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn