Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (306 ko)  Fichier pdf 
  Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg aozet evit ar c’hwec’hvet gwezh.

Gant ar genstrivadeg-se, unan eus emgavioù bras an Ofis gant ar vrezhonegerien, e klasker garedoniñ obererezhioù brav a zegas brud d’ar brezhoneg.



Evit ar c’hwec’hvet gwezh e vo aozet Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg gant Ofis ar Brezhoneg, diwar c’houlenn Kuzul-rannvro Breizh.
Pal ar prizioù eo brudañ oberoù nevez ha dreistordinal savet gant an dud a-benn kas ar brezhoneg war-raok er vuhez pemdeziek.
Tri rummad a zo kinniget d’ar genstriverien : hiniennoù, kevredigezhioù, embregerezhioù ha 9 friz a zo kinniget d’al loreidi. E pep hini eus an tri rummad ez a 2000 € gant an hini kentañ, 1000 € gant an eil ha 500 € gant an trede.
Dilennidi eus ar C’huzul-rannvro hag izili eus Ofis ar Brezhoneg a ya d’ober bodad-barn ar genstrivadeg.


Adalek bremañ e c’heller pellgargañ reolenn ar genstrivadeg hag ar fichennoù enskrivañ dre rummad. Brudit ar c’heloù-man tro-dro deoc’h mar plij, e-touez ar vrezhonegerien zo en-dro deoc’h, en ho micher, pe en ho kevredigezh. Hag arabat kaout aon d’en em ginnig hoc’h-unan a-benn brudañ ar pezh a rit ha reiñ mennozhioù (mat) d’an holl vrezhonegerien !

Degemeret e vo an teuliadoù enskrivadurioù betek an 30 a viz Ebrel 2007.






 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn