Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  4e Emgavioł Pondi aozet gant Ofis ar Brezhoneg

« Ar strollegezhioł lec’hel hag an ober tro-skol” e oa tem an devezh ma’z eus deuet un 50 bennak a zilennidi ha kargidi eus strollegezhioł lec’hel Breizh.



D’ur gwir devezh labour e oa bet pedet an dud a-benn kaout keleier ha prederiań war ar mod da grouiń lec’hioł dudi evit ar vugale, a-raok ha goude ar skol, gant prezegennoł arbennigourien ha tud a vicher a ra war-dro ar re vihan.

Da vintin ez eus bet komzet eus ar rakskoliata, da lavaret eo d’an oad ma’z a ar bugaligoł d’ar vagouri c’hoazh. Yannig Robin, prezidant Divskouarn (ur gevredigezh da vrudań ha kas war-raok an divyezhegezh galleg-brezhoneg abred) a zo deuet da ginnig raktresoł (karta ar magourioł divyezhek hag enklaskoł e-touez tud ar vugale) hag oberiantizoł e framm. Dominique Ortuno, renerez ur vagouri en Euskadi, a zo deuet ivez da ginnig mont en-dro melestradurel ha yezhel he framm, ur skiant-prenet talvoudus-tre evidomp e Breizh.

En endervezh ez eus bet kaoz dreist-holl eus al lec’hioł dudi digor d’ar vugale goude ar skol pe e-pad ar vakansoł (stajoł pe kampoł vakańsiń) kinniget bremań d’ar vugale divyezhek. Komzet ez eus bet ivez eus stummadur buhezourien al lec’hioł degemer. An Ao. Pierre Garreg, rener Renerezh-departamant ar yaouankiz hag ar sportoł e Penn-ar-Bed, a zo deuet da gomz diwar-benn krouidigezh an DABU hag an DARE e brezhoneg.
Pouezus-kenań eo kinnig d’ar re yaouank, an abretań ar gwellań en o buhez, an tu da gomz brezhoneg ha da gaout plijadur en o yezh. Er-maez eus ar skol e rank ar brezhoneg bevań mar fell deomp e teufe a-benn da badout, da ziorren ha da adkavout e blas er gevredigezh. Ur blijadur e tlefe bezań evit ar bugaligoł komz brezhoneg hag ur benveg eskemm naturel e tle ar brezhoneg dont da vezań ha n’eo ket hepken un benveg labour ha deskiń er skol.
Emskiantek eus an holl gudennoł-mań eo an dilennidi hag ar gargidi o deus kemeret perzh en devezh preder-mań e Pondi. Dre an eskemmoł hag ar skouerioł pleustrek a oa bet roet dezho, o deus bremań peadra da lieskementiń ha da vicherelaat al lec’hioł-dudi pe zegemer evit an 11.000 bugale skoliataet e brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn