Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  An emstummań war Internet gant D.A.O.

Ur benveg nevez ha digor da bep hini evit priziań e live yezh, e wellaat ha kaout plijadur en ur zeskiń !

Ar gevredigezh D.A.O. (Deskiń d’an oadourien) a zo he fal sikour an deskidi, ar gelennerien hag an aozadurioł dre ziorren an eskemmoł etrezo, micherelaat ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet ha lakaat ar c’helenn-se war-wel. Digoret he doa he lec’hienn genrouedad nevez un nebeud mizioł ‘zo, hag abaoe n’he deus ket paouezet d’he finvidikaat a-benn kinnig binviji deskiń, kelenn ha dafar pedagogel liesseurt d’an deskerien ha d’ar re a gelenn.
E-tro 70 poelladenn bennak zo o paouez bezań lakaet enlinenn eta hag an diaz-mań, a vo kresket tamm-ha-tamm, a ginnig hiviziken d’ar skolidi an tu da bleustriń evel en ur c’hoari, d’en em varrekaat ha da wiriań o anaoudegezh eus ar brezhoneg.
Meur a seurt poelladennoł zo kinniget : gerioł-kroaz, leuniań an toulloł, goulennoł-respontoł (kwizz) hag all. Bravat mennozh : kinniget ez eus ivez poelladennoł leuniań un destenn dre selaou abadennoł Radio Kerne. Mont pelloc’h a c’heller ober ivez dre studiań donoc’h testenn an atersadennoł ha respont da c’houlennoł ‘zo.
An holl boelladennoł-mań a ro ur skeudenn dibar eus ar pezh a c’heller kinnig dre ar genrouedad evit an emstummań.
Dibab live ar poelladennoł a c’heller ober dre vont er rann « en em briziań ». Etre c’hwec’h live e c’heller dibab, liveoł savet diwar skouer Portfolio europat ar yezhoł. Tresadennoł farsus a gaver gant an holl boelladennoł hag a blijo d’an holl zeskerien moarvat. Talvoudus e vo ar poelladennoł-mań evit an holl zeskidi.
http://dao.skol.free.fr/


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn