Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod meur Ofis ar Brezhoneg – Plańvour d’ar 17 a viz Meurzh 2007

Degas a ra Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, e harp d'an Ofis.

Er greizenn “Amzer Nevez”, m’emań staliet kreizenn an Ofis er Mor-Bihan, e oa bet degemeret an izili, da-geńver an emvod meur.
Gant Loic ar Meur, maer Planvour ha siner Ya d'ar Brezhoneg, e oa bet degemeret ar berzhidi a-raok ma vefe kinniget dezho an danevell obererezh hag an danevell arc’hant gant ar brezidantez Lena Louarn. A-unvouezh eo bet degemeret bilańs 2006 ha raktresoł 2007.
Goude ur prantad eskemm etre izili an Ofis hag an dud e karg e oa bet roet ar gaoz da Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh. An eil gwezh e oa dezhań dont da emvod meur an Ofis. Diskouez a ra evel-se e youl da gas ar yezh war-raok ha penaos eo priziet labour an Ofis gantań. Disklźriet en deus prezidant ar rannvro e oa ar yezh diazez pep tra hag e oa ret kenderc’hel gant ar strivoł evit diorren ar brezhoneg hep plegań ha kenderc’hel d’o liesaat ivez.
Eus e du en deus spi an Ofis e vo adkaset er bloaz-mań ar sammad a oa bet grataet dezhań gant ar rannvro e 2006 evit gallout mont en-dro en un doare sederoc'h. Kadarnaet en deus Jean-Yves an Drian e oa ar rannvro o studiań teuliad an Ofis evit gwelet penaos kempouezań e vudjed.
Kinniget eo bet raktres reneveziń kastell Kerampuilh e Karaez d'an izili, ur raktres tomm da brezidant ar rannvro ivez a-benn kaout ul lec'h dave evit ar brezhoneg e Breizh. O c'hortoz respont ar Stad emeur bremań. Dleout a rafe an Ofis en em staliań er c’hastell e burevioł brasoc’h eget ar re a zo gantań bremań.
Keloł mat en deus degaset an Ao. An Drian, ouzhpenn, diwar-benn un emglev sinet etre ar Rannvro hag an It. Idrac, prezidantez an SNCF, evit diorren an divyezhegezh el linennoł ha war ar savadurioł. Ur panellerezh divyezhek a vo tu da staliań pa vo renevesaet an tiez-gar e Breizh.
Evit echuiń en doa goulennet an Ao. Prezidant ma kenlabourfe servijoł an Ofis ha re ar Rannvro en un doare strishoc’h a-benn prientiń a-gevret sizhunvezh Breizh a vo aozet e Pariz e miz Gwengolo 2007 hag evit diorren an divyezhegezh e-barzh Tro Frańs 2008.


Goude an emvod meur eo bet bodet izili ar c’huzul-merań evit addilenn ar Burev. Sed amań anvioł an dud dilennet :
Prezidantez : Lena Louarn
Teńzorer : Alan ar Gal
Sekretour : Herve Seubil-Kernaudour
Besprezidantez : Annaig Kervella
Besprezidant : Yann-Fańch Kerneis
Besprezidant : Ronan Tremel
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn