Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Tredraezh-Lokemo, live 3, Plouilio, live 2, Ploulec’h, live 1.

Ur pal boutin met tri live disheńvel evit an teir c’humun o deus sinet, war un dro, ar garta Ya d’ar brezhoneg.

E ti-kęr Tredraezh-Lokemo eo bet graet ar sinadurioů d’ar Yaou 15 a viz Meurzh dirak Lena Louarn, prezidantez an Ofis. Teir c’humun nes eta o deus kavet mat kensinań an emglev gant Ofis ar Brezhoneg d’an hevelep deiz hag en hevelep lec’h evit diskouez e c’hell pep hini mont war-raok gant al lusk a fell dezhań.
N’eo ket erru pep kumun d’an hevelep live neuze ha se a zo kaoz n’o deus ket sinet holl ar memes tra.
Gant Tredraezh-Lokemo ez eus bet graet kalzik c’hoazh : logo an ti-kęr zo divyezhek, plakennoů straed ar gumun ivez, glad ar gumun a zo bet lakaet war wel en div yezh ha graet ez eus bet un enklask war an diorren klasoů divyezhek e-touez kerent ar vugale. Met a bep seurt traoů all e fell da Guzul-kęr Tredraezh-Lokemo kas da benn : embann ingal ur pennad-stur divyezhek e kelaouenn an ti-kęr, lakaat panelloů divyezhek war savadurioů an ti-kęr, hag adalek bremań war gement savadur nevez savet er gumun, kemer perzh er c’houlzad brudań da gas war-raok ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet, kinnig euredoů e brezhoneg da annezidi ar gumun, studiań lec’hanvioů ar gumun ha nouspet tra all.
Roet eo bet eta d’an Ao. Joël Le Jeune, maer Tredraezh-Lokemo ha kentań besprezidant Tolpad-kęrioů Lannuon, al label live 2 evit 11 ober kaset da benn vat war an 28 kinniget ha sinet en deus evit goulenn al live 3 gant 12 ober nevez.
Da gumun Plouilio eo bet roet al label live 1 evit 6 ober kaset da benn. Sinet eo bet an emglev nevez gant an It. Denise Grandjean, maerez Plouilio evit goulenn al label live 2 a-benn 3 bloaz ac’hann gant 7 ober nevez dibabet : sevel an holl gartennoů pediń evit abadennoů an ti-kęr en div yezh, staliań en ti-kęr panelloů divyezhek dre ret, implijout paper-talbennet divyezhek…
Georges Alexandre, maer Ploulec’h, en deus sinet evit goulenn al label live 1 gant 6 ober da gas da benn dindan 2 vloaz. Ouzhpenn an dra gentań a zo ret dibab, eo bet choazet gant ar C’huzul-kęr kaout paper-talbennet divyezhek, divyezhekaat logo ha panelloů an ti-kęr, niveriń brezhonegerien ar gumun ha sevel panelloů divyezhek bewezh ma vo staliet panelloů nevez.
War al lec’h eo bet gwelet ivez an It. Marie-Renée Oget, kannadez Gwengamp, an Ao. Vincent Le Meaux, kargad kannadel an It. Oget, Yann-Ber Piriou, kelenner skol-veur war e leve, Riwanon Kervella, renerez Kuzul ar brezhoneg ha Skol Ober, Gireg Konan, prezidant al Levrig, tud familh Jules Gros (douaret e Tredraezh) ha meur a vrezhoneger o chom er vro.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn