Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lec’hienn Internet e brezhoneg : goude Karaez ha Landerne, kumun Pleskob zo war ar renk

Abaoe un nebeud sizhunioů e c’heller mont war lec’hienn genrouedad lec’hienn Pleskob e bro Wened ha dibab ar stumm brezhonek

E-touez an 60 kumun o deus sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » emań kumun Pleskob ha goude bezań resevet al label live 1 c’hoazh he deus bet c’hoant mont pelloc’h dre gas da benn 7 ober ouzhpenn.
En o zouez, lakaat enlinenn ur stumm e brezhoneg eus he lec’hienn genrouedad.
Al labour treiń a zo bet kaset da benn gant servij Treiń-Aliań Ofis ar Brezhoneg. Enlinenn emań ar stumm nevez-mań eta ha nevesaet e vo ingal.
An neb a garo a c’hello hiviziken lenn an titouroů liesseurt a gaver enlinenn er yezh a zibabo : pe e vefe kaoz eus buhez ar gumun pe eus ar c’hevredigezhioů, eus ar greizenn dudi evit ar vugale pe c’hoazh evit dizoleiń ur gumm zo o kreskiń buan.
Gourc’hemennoů d’ur gumun a labour start evit kas war-raok he holl raktresoů evit ar yezh hag a ginnig d’he annezidi ur servij publik klok.
Evit gouzout hiroc’h : http://www.plescop.fr , ha da c’houde klikań war an gwenn-ha-du war an tu dehoů eus ar skramm.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn