Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Microsoft en em laka d'ar brezhoneg.






Kevrat keveliń Microsoft-Ofis-Kuzul-Rannvro Breizh : « Un dae dibar “ hervez Eric Boustouller, prezidant Microsoft Frańs.


Un deiziad istorel evit ar brezhoneg e chomo an 28 a viz Meurzh 2007. Dec'h end-eeun eo ez eo bet kinniget d'ar gazetennerien ar gevrat keveliń etre prezidant Microsoft Frańs, an Ao. Eric Boustouller, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg hag an Ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh.
Dre an emglev-mań etre an Ofis ha Microsoft evit treiń Vista hag Office e teuio ar brezhoneg da vezań unan eus ar 100 yezh kentań er bed a vo kemeret e kont e produioł an embregerezh amerikan hollvrudet.

Goude bezań distaget un nebeud gerioł e brezhoneg en deus embannet sklaer prezidant Microsoft e c’hoant kreńv da labourat gant an dud war an dachenn a-benn kinnig servijoł a glot gant ezhommoł an dud a implij meziantoł Microsoft : a-benn ar fin ez eo dre ar c’hoant kreńv-mań eus un tu, dre goulenn bras ar vrezhonegerien, ur gumuniezh yezh a ziskouez startijenn war dachenn an deknologiezhioł nevez eus an tu all, ha dre emouestl personel prezidant rannvro Breizh eo ez eus bet tu da lakaat e sav ur c'henlabour a vo kaset da benn e daou lankad.

Er bazenn gentań e vo savet ur doare divyezhek eus ar Pack Office nevez (ha d’an holl meziantoł a ya da heul) : pa riklo un implijer bennak e logodenn war ar skramm e teuio ul lagadenn-ditouriń liv war-c'horre ma vo merket troidigezh ar gerioł gwelet gantań.
Dre-se e c’hello ar vrezhonegerien kenderc'hel da implijout ur benveg anavezet mat ganto ha gwelet ar stumm e galleg hag e brezhoneg war un dro.
TermBret, servij dermenadurezh an Ofis,en deus graet war-dro ur c'heriaoueg a 5000 ger c’hoazh. Ret e vo d'ar greizenn dermenadurezh plediń gant 50.000 termen bennak evit ar c’henlabour kentań-mań.
Resisaet eo bet gant an Ao. Boustouller e oa bet empenntet Vista evit gellout degemer en un doare aes-tre, en amzer da zont tost, ur stumm unyezhek e brezhoneg. Evit an eil bazenn-mań e ranko TermBret labourat war ur c’horpus 300.000 ger hag e vo skoazellet da gas e labour da benn gant servij treiń an Ofis.

« Modern eo ar brezhoneg ! » en deus lavaret an Ao. Drian o kregiń gant e brezegenn. Splann en diskouezomp hiziv, ma ne oa ket anat d’an holl c'hoazh. Ha peogwir eo ar brezhoneg unan eus teuliadoł pennań Rannvro Breizh, ez eo pouezus-kenań kaout en hor yezh binvioł a seurt gant re Microsoft. Ret-holl eo evit ledań ar brezhoneg. Ul lańs nevez eo evit implij ar brezhoneg e-touez an holl rummadoł. Eus he zu, Lena Louarn he deus degaset da sońj pegen stag e oa buhez ur yezh diouzh youl ur gumuniezh d'ober ganti, da dreuzkas anezhi ha da azasaat anezhi diouzh redioł nevez an amzer.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn