Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant kumun Skaer

Er sal nevez “Youenn Gwernig”, anvet diwar ar c’haner hag ar skrivagner brudet, eo bet aozet al lid-sinań dirak dilennidi, annezidi eus ar gumun ha tud kar o yezh.

An Itron Jeanne-Yvonne Triché, maerez ha kuzulierez-departamant, he deus sinet engouestl he c’humun dirak an Itron Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’ar Gwener 13 a viz Ebrel, a-benn tapout label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg dindan 2 vloaz.

6 ober a zo bet dibabet gant ar C’huzul-kęr : staliań panelloů divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun; sevel kartennoů-pediń en div yezh evit an abadennoů sevenadurel aozet gant an ti-kęr; moullań paperoů talbennet en div yezh ; skrivań ar pennad-stur e brezhoneg er c'hannadig-kęr ; kemer perzh er c'houlzad bloaziek da gas war-raok ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien ; aozań un enklask da c’houzout piv a oar brezhoneg e-touez an implijidi.

En he frezegenn he deus meneget Lena Louarn an hentad divyezhek er skol publik ma kaver ouzhpenn 10% eus ar vugale skoliataet er gumun. Gant ar sifr brav-se e weler sklaer pegen pouezus eo diorren un endro divyezhek evit ar vugale.
Displeget he deus ivez e veze degemeret abaoe 30 vloaz gant kumun Skaer ar staj dre soubidigezh hollvrudet “Kamp Etrekeltiek ar vrezhonegerien” a zo bet darempredet gant miliadoů a zeskerien. An Itron Anna ar Beg, e karg eus ar c’hamp abaoe pell, a oa eno gant un toullad stajidi gozh deuet da vezań brezhonegerien dibaoe a-drugarez ar gevredigezh-se.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn