Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Divyezhegezh e Flandrez (Frañs)

Perzh en deus kemeret Ofis ar Brezhoneg en emvod-meur "Ensavadur ar yezh rannvroel flandrezek" e Cassel (Frañs) d'an 2 a viz Gouere. Pedet e oa bet da rannañ e skiant-prenañ war dachenn ar panellerezh diyezhek.

Cassel - 2 Gouere 2005

Pedet e oa bet Ofis ar Brezhoneg da gemer perzh en eil emvod-meur "Ensavadur ar yezh rannvroel flandrezek - Akademie voor Nuuze Vlamsche Tale" (ILRF - ANVT) a-benn displegañ ar pezh a vez graet gantañ war dachenn ar panellerezh divyezhek ha, dreist-holl, ar panellerezh-hent. Un aozadur yaouank a bled gant ar politikerezh yezh eo an ILRF, pa oa bet krouet bloaz zo. Bodañ a ra 24 c'hevredigezh a gas war-raok obererezhioù a-du gant ar flandrezeg pe sevenadur Flandrez. Daou skolaj a ya d'ober an ensavadur, unan kevredigezhel hag unan all a vod dilennidi. An aotrou Jean-Paul Couché eo ar prezidant anezhañ. Pevar bodad a ya en-dro en e ser. En o zouez emañ bodad akademikel ar flandrezeg a embann erbedadennoù a denn d'an dermenadurezh, d'ar reizhskrivadur ha d'an implij reizh eus ar yezh. Mennet eo an Ensavadur da skoulmañ darempredoù kenlabour gant ar strollegezhioù lec'hel ha fellout a ra dezhañ gwelet an divyezhegezh o vont war-raok war hentoù Flandrez evel e Breizh. Savet ez eus bet evit-se ur bodad e framm Bro Milinoù Flandrez (Pays des Moulins de Flandre) gant un den karget a gefridi, an aotrou Philippe Pilyser, evit en em soñjal war an doare da vont war-raok. E sell emañ Bro Milinoù Flandrez, unan eus an teir bro Voynet a ya d'ober Flandrez, da embann ur c'haier ar c'hargoù a vo ennañ erbedadennoù evit ar c'humunioù a fell dezho kemer ar flandrezeg e kont en o fanellerezh. Darempredoù frouezhus zo bet skoulmet gant Breizh, dre Ofis ar Brezhoneg. Hemañ en deus kinniget rannañ e ouiziegezh war an dachenn-se. Da heul prezegenn an Ofis eno eo deuet radio publik an Izelvroioù, Radio 1, da Vreizh, e sez an Ofis e Karaez d'ar 7 a viz Gouere hag enrollet ez eus bet eno un abadenn gouestlet penn-da-benn d'ar brezhoneg ha da stad nec'hus ar yezhoù komzet war dachenn ar c'hwec'hkorn. Eilmouezhiet e vo an abadenn-se e nederlandeg a-raok bezañ skignet war skingomz broadel an Izelvroioù.

Evit gouzout hiroc'h war ar flandrezeg e Frañs : http://www.anvt.fr.st
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn