Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (240 ko)  Fichier pdf 
  Brezhoneg e-pad ar vakańsoł

Estreget er skol e reer gant ar brezhoneg : aar c'hampoł vakańsoł a ziskouez an dra-se sklaer.

22 gamp vakańsoł a vo kinniget evit an hańv d’ar vugale ha d’ar grennarded vrezhoneger (adalek an oad a 4 bloaz betek an oad a 18 vloaz) : un dibab ledan a stajoł, kampoł, kampoł bihan ha me oar-me. E-pad ar c’hampoł-se e c’hell ar vugale kaout dudi en un endro dibar ha bevań e brezhoneg war un dro hep na vefe kaoz eus kentelioł-skol.
A bep seurt obererezhioł (sportoł dour, kaiak, marc’hegań, bale, c’hoariva, kampoł en ti-feurm ha na pet all) a zo kinniget d’an 11.000 bugel a zo skoliataet en hentadoł divyezhek.
Disklźriet eo an holl stajoł-se da Yaouankiz hag Sportoł ha stummet eo ar skipailhoł war ar buheziń (DABU, DARE).

Eizh aozer disheńvel a zo : 7 kevredigezh (2 greizenn sokial en o zouez) hag ur gumuniezh kumunioł. Gant skoazell UBAPAR (Unvaniezh Breizh evit buheziń ar broioł war ar maez) o deus labouret asambles evit sevel ul levrig hag a ginnig an holl gampoł dre ar munud. Skignet e vo hennezh en holl glasoł divyezhek.

Ur rouedad kevredigezhioł e Breizh eo UBAPAR. Plediń a ra gant ar buheziń hag an diorren lec’hel. Unan eus palioł e labour eo broudań implij ar brezhoneg hag ar gallaoueg evit an obererezhioł dudi ha pa vefen evit ar vugale pe evit an dud deuet. Abaoe 2002 eo aet e strivoł war greńvaat evit kas ar c’hampoł vakańsoł brezhonek war-raok : stummań buhezourien ha renerien, krouiń binvioł labour, sevel ur rouedad buhezourien vrezhoneger, reiń harp d’ar raktresoł nevez, brudań.

Roll ar c'hampoł dre ar munud : http://www.ubapar.org/bretongallo/actu.html
Bez e c’hellit pellgargań listenn ar c’hampoł vakańsoł e brezhoneg war hol lec'hienn ivez.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn