Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur sinadur nevez er Mor-Bihan

Sarzhav eo ar gumun gentañ e gourenez Rewiz o tivizout labourat evit broudañ ha diorren ar brezhoneg war he zachenn. Hag an 60vet kumun e Breizh o sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg war un dro.

Degemeret eo bet an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, gant an Ao. Henri-Fernand Bénéat, maer Sarzhav, dirak an Ao.Yves Borius, kuzulier-departamant ha bugale ha kelennerien an daou glas divyezhek evit lid-sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg
Kuzul-kêr Sarzhav a glasko tapout testeniekadur live 1 al label Ya d’ar brezhoneg dindan 3 bloaz, ha dibabet en deus kas da benn ar 6 ober-mañ : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, talvoudekaat glad ar gumun en div yezh, kemer perzh er c’houlzad bloaziek aozet gant an Ofis evit ar c’helenn d’an dud deuet, kefridiañ an Ofis da studiañ anvioù-lec’h ar gumun, ober gant an div yezh bewezh ma vo staliet panelloù nevez, sinañ ur gevrat gant an Ofis.
An Ao. Alteirac, eilmaer kumun Sine, a oa deuet evel amezeg da ziskouez pegen dedennet eo gant engouestl kumunioù Bro Gwened evit difenn ar brezhoneg, dre m’eo Sarzhav ar pevare kumun o sinañ er vro-se goude Pleskob, Sant-Teve ha Sine.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn