Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Brest 2008 : War-raok gant Ya d’ar brezhoneg !

Goude sinadur ar garta « Ya d’ar brezhoneg » gant kźr Vrest ha Brest Meurgźr ar Mor ez eo bremań tro ar gevredigezh « Brest 2008 » da gemer perzh dre sinań un emglev kenlabour gant Ofis ar Brezhoneg.

Lid-sinań an emglev etre Brest 2008 hag an Ofis zo bet graet dirak an Ao. Jean-Michel Péron, besprezidant Brest 2008 ha kuzulier-kźr, an Ao. Jean-Michel Le Pimpec, pennrener Brest 2008 hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
An emglev bet sinet aze zo e bal lakaat ar brezhoneg war-wel da-geńver gouelioł Brest 2008 a vo dalc’het etre an 11 hag ar 17 a viz Gouere 2008.
Lec’hienn genrouedad Brest 2008 a vo divyezhek kerkent ha ma vo prest he stumm nevez en diskar-amzer 2007. Heuliet a-dost e vo emdroadurioł al lec’hienn gant servij Treiń-Aliań Ofis ar Brezhoneg evit neveziń ar pajennoł ingal.
Kartennoł pediń, pennadoł-stur, teulioł savet gant ar gevredigezh, panelloł ar gouel etrebroadel-se, a vo bodet ennań ouzhpenn 2000 bag kozh hag ur milion a weladennerien pe war-dro, a vo divyezhek an holl anezho.
Gant an Ofis e vo savet an troidigezhioł eta ha roet kuzulioł a-fet divyezhegezh.
Gant engouestl Brest 2008 ez eo kadarnaet ar gouestl bet graet gant kźr Vrest ha Brest Meurgźr ar Mor pa oa bet sinet ganto « Ya d’ar brezhoneg » e miz Gouere 2006. E kreizig-kreiz un darvoud a bouez bras evit buhez Brest e vo lakaet ar brezhoneg war wel !
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn