Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Teknologiezhioù nevez ar c'hehentiñ

Nevez ! Nireblog, ur savenn sevel blogoù e brezhoneg.

Atav kement a virvilh e brezhoneg war tachenn an teknologiezhioù nevez. Ar vrezhonegerien n'o doa ket gortozet kaout un etrefas en o yezh a-raok en em lakaat da grouiñ blogoù. Memes tra, mankout a rae d'an dud, ha dreist-holl d'ar rummadoù yaouankañ a c'hortoze ul lec'hienn a ginnigfe un endro brezhonek klok. Evit ar mare e oa chomet an holl etrefasoù e saozneg pe e galleg.
Nireblog zo ur savenn digoust efedus-kenañ hag eeun-tre a c'haller drezi sevel ur blog e 10 eilenn. N'eus netra da bellgargañ.
E-kreiz 2006 e oa bet krouet Nireblog gant un Euskarad emzesket war ar stlenneg, David González eus e anv hag a oa e bal gallout kinnig Nireblog er muiañ a yezhoù posupl. Evit poent eo bet troet penn-da benn en un 10 yezh bennak, ar brezhoneg en o zouez, ha boulc'het eo an droidigezh e 40 yezh all.
Gant Fulup Jakez, rener an Ofis, bet troet Skype gantañ dija e fin ar bloaz tremenet, eo bet graet war-dro an droidigezh vrezhonek. Meret eo Nireblog gant ur skipailh tud eus Euskadi Kembre, Maroko, Katalonia, Portugal pe c'hoazh Rusia.

Evit krouiñ ur blog war Nireblog : http://nireblog.com/all

Evit sellet ouzh blogva brezhonek Nireblog nevez lañset e deroù miz Mae : http://nireblog.com/br

Evit sellet ouzh blog Nireblog e brezhoneg : http://br.nireblog.com/post/2007/05/05/degemer-mat-war-nireblog-e-brezhoneg

Evit sellet ouzh blog Fulup Jakez war Nireblog : http://fulup.nireblog.com/

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn