Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lid Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg d'an 31 a viz Mae e Roazhon.

Gant an Ao. Yann-Bêr Thomin, Prezidant Bodad Sevenadur Kuzul-rannvro Breizh hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg e vo roet ar prizioù d’al loreidi.

Evit ar c’hwec’hvet gwezh e vo aozet Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg gant Ofis ar Brezhoneg, diwar c’houlenn Kuzul-rannvro Breizh.

Gant ar genstrivadeg-se, unan eus emgavioù bras an Ofis, e klasker garedoniñ obererezhioù brav a zegas brud d’ar brezhoneg.

Tri rummad a zo kinniget d’ar genstriverien : hiniennoù, kevredigezhioù, embregerezhioù ha 9 friz a zo kinniget d’al loreidi. E pep hini eus an tri rummad ez a 2000 € gant an hini kentañ, 1000 € gant an eil ha 500 € gant an trede.

Dilennidi eus ar C’huzul-rannvro hag izili eus Ofis ar Brezhoneg a ya d’ober bodad-barn ar genstrivadeg.

Digor d’an holl eo an abadenn-mañ a vo dalc'het er Maezioù Frank e Roazhon, d'an Yaou 31 a viz Mae adalek 6 eur abardaez.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn