Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (129 ko)  Fichier pdf 
  C’hwec’hvet Prizioł Rannvroel Dazont ar Brezhoneg : oberoł dibar da lidań .

Tud kendrec’het, kreńv ha youlek evit kas oberoł nevez da benn eo an 9 loread dibabet : laouen eo bet dilennidi hag izili an Ofis, a ya d’ober ar bodad barn, o c’haredonań o oberoł hag o raktresoł dre Prizioł an dazont.

Lid roidigezh ar prizioł, lusket gant ar c’haner Gweltaz Adeux, a zo bet dalc’het e Roazhon, er Maezioł Frank, dirak ur bern tud hag an It . Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Yann-Bźr Thomin, prezidant bodad ar sevenadur er C’huzul-rannvro hag an Ao. Martial Gabillard, kuzulier-departamant Il-ha-Gwilen ha kuzulier-kźr Roazhon.

Tri den yaouank a zo bet priziet er rummad “hiniennoł”. Iwan Benoist, Nicole Guiziou ha Katell Leon, al loreadez, o deus peurzesket brezhoneg hag e fell dezho e dreuzkas kousto pe gousto. Meur a zoare o deus dibabet evit kas o raktres da benn : sevel sonerezh rap, kinnig abadennoł arvestoł bev, krouiń ur strollad c’hoariva gant krennarded bet skoliataet en hentadoł divyezhek. O c’hoant kas ar brezhoneg d’ar re all a laka hor yezh war wel e meur a zoare dudius ha dedennus evit an holl rummadoł.

Tri loread ar rummad « kevredigezh » a zo mennet ivez da nevesaat an treuzkas d’ar rummadoł kent : gant ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna, oberiant abaoe ouzhpenn 40 vloaz er Mor-Bihan, e vez kinniget kentelioł-noz, abadennoł dudi e brezhoneg, prantadoł dastum ar yezh ha kemer a ra perzh bremań e lańs “Ya d’ar brezhoneg er c’humunioł” dre vrudań ar c’houlzad e kumunioł bro an Alre.
Aloubet eo bet ar genrouedad gant div gevredigezh yaouank : Gwagenn TV ha Kaouenn Net. Aet e oant skuizh o c’hortoz bezań aotreet da skignań war ar gwagennoł, se zo kaoz o deus divizet skignań abadennoł war ar genrouedad. Dont a reont a benn da ginnig traoł nevez ha dic’hortoz, farsus ha digor war ar bed.
Gant Divskouarn eo bet tapet ar priz kentań evit al labour bet kroget un nebeud mizioł zo davet bed ar vugaligoł a-raok o skoliata. Fellout a ra da Divskouarn adstagań ar chadenn bet troc’het evit ma teufe ar vabiged a-benn da vevań e brezhoneg an abretań ar gwellań.

Kentelioł kaer o deus ivez loreidi ar rummad « embregerezhioł » da reiń evit a sell ouzh an nevezinti hag ar micheregezh.
Staliet e Naoned, an embannadurioł An Amzer, brudet evit o c’hatalog levrioł skol-veur, a zo mennet da embann e brezhoneg ivez : traoł dic’hortoz (ar manga kentań e brezhoneg da skouer) ha savet eus ar c’hentań zo deuet ganto.
Gant renerien Afobat Penn-ar-Bed ez eus bet komprenet mat e oa talvoudus sevel pontoł etre bed al labour ha ar brezhoneg. Kinnig a reont stummadurioł war micherioł ar sevel-tiez e brezhoneg. Dre–se e tigoront un hent ha micherioł nevez da vrezhonegerien ar rummadoł da zont.
Anavezet mat eo al loreadez, ar gevredigezh Stumdi, evit e stajoł stummadur dibaouez war ar brezhoneg. Met dibabet eo bet gant ar bodad barn evit un ober nevez: ur fichennaoueg tud a vicher gouest da labourat en hor yezh evit an embregerezhioł a glask implijout brezhonegerien.

Evit gouzout hiroc’h, pellgargit an teul
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn