Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lec’hienn internet Gwened : al lec’hienn ensavadurel vrasañ e brezhoneg

150 pajennad e brezhoneg (da lavaret eo 50.000 ger) a c’hell bezañ lennet gant ar dud : ul labour kaset da benn vat gant servij Treiñ-Aliañ Ofis ar Brezhoneg.

E teir yezh e oa tu da weladenniñ lec’hienn genrouedad Gwened betek-henn : galleg, saozneg, alamaneg. Abaoe un nebeud sizhunvezhioù ez eus ur yezh all war wel: ar brezhoneg. Un arouez kreñv eo bezañ lakaet ar brezhoneg par da deir yezh meur e Europa war lec’hienn ur gêr ken pouezus ha Gwened : diskouez pegen bev eo ar brezhoneg er Mor-Bihan eo ar pal.

En deiz a hiziv ez eo e Gwened e kaver an niver brasañ a skolidi skoliataet en hentadoù divyezhek. Ouzhpenn da se eo e bro Kêr-Wened eo e kaver, goude bro Vrest, an niver uhelañ a skolidi divyezhek e Breizh.

Divizet ez eus bet eta gant ti-kêr Gwened respont d’ar goulenn sokial a-du gant ar brezhoneg dre ginnig al lec’hienn ensavadurel vrasañ a gaver hiziv e brezhoneg.

Evit gouzout hiroc’h : http://br.mairie-vannes.fr/
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn