Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kadarnaet eo bet gant kêr Vrest studiadenn an Ofis war anvioù-lec’h ar vro.

E-pad tost tri bloaz eo bet studiet gant Ofis ar Brezhoneg anvioù-lec’h an 8 kumun a ya d’ober kumuniezh-kêr Vrest.

E 2003 e oa bet kefridiet servij Glad Yezhel an Ofis gant Brest Meurgêr ar Mor da sevel un teul dave a-benn kinnig ur stumm boutin d’an anvioù-lec’h.
Gant Iwan Kadored eo bet dastumet an anvioù-lec’h e 8 kumun ar gumuniezh-kêr digant degadoù a annezidi, alies tud war an oad ha brezhonegerien a-vihanik.
Savet ez eus bet gantañ un hir a studiadenn da heul dre glask en dielloù kêr ha departamant a-benn renabliñ stummoù istorel liesseurt an anvioù-lec’h.
Evit echuiñ ez eus bet roet da bep kumun un danevell, enni displegadennoù resis a ziskouez disoc’h an enklaskoù-mañ hag a ginnig un dielfennadenn etimologel, istorel ha yezhoniel eus pep anv-lec’h. Ar pal eo reiñ ur stumm skrivet dave da bep anv straed pe kêriadenn.
Er mod-se ez eus bet studiet pizh 1400 anv-lec’h.
Ur c’horpus anvioù skrivet mat a vo bremañ gant ar c’humunioù ar pezh a vo ur skoazell talvoudus evit ar panellerezh henchañ (panelloù hent pe plakennoù straed).
Goude meur a emvod evit displegañ al labour d’ar c’humunioù eo deuet ar mare evito d’e gadarnaat.
Graet eo bet nevez ‘zo gant Gouenoù (miz Meurzh), Brest hag ar Releg (miz Mezheven). An holl gumunioù all a raio kemend-all a-benn nebeut.
Ur wezh kadarnaet ar 1400 anv-lec’h gant ar c’huzulioù-kêr e vo kaset al labour-mañ d’an IGN diouzh an emglev bet sinet gant an Ofis e 2004.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn