Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ofis ar brezhoneg e Gouelioł an Oriant.

Dre ma oa bet sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg e 2003 gant Gouelioł an Oriant ez eus bet divizet gant ar gouel breizhat brasań reiń muioc’h a blas d’ar brezhoneg e-pad an dek devezh ma pado ar gouel adalek an 3 betek an 12 a viz Eost 2007.

Oberoł fetis evit lakaat ar brezhoneg war wel gwelloc’h eget biskoazh zo bet kaset da benn gant skoazell servij Treiń-Aliań Ofis ar Brezhoneg : panellerezh ar gouel a vo divyezhek koulz hag ul lodenn vat eus al lec’hienn internet. Ouzhpenn da se ez eus bet goulennet digant tud an Ofis kinnig e brezhoneg an holl abadennoł a vo azoet er C’hoariva meur diouzh an noz.

A-benn brudań ar brezhoneg eo bet pedet an Ofis da zont da zerc’hel ur stand e-barzh « Leurenn Breizh », lec’h tremen brudet ar gouel, adalek a-hed ar festival e-kichen standoł Graet e Breizh, Cap an Oriant hag Emglev bro an Oriant.

Diskouezadeg nevez an Ofis diwar-benn istor ar brezhoneg a vo tu da weladenniń bemdez adalek 11 eur betek 7 eur noz ha roet e vo displegadennoł ha sifroł resis d’an neb a garo diwar-benn stad ar brezhoneg e 2007 gant implijidi an Ofis a vo war al lec’h.

Deuit niverus da gejań ganeomp a-benn kaout an holl ditouroł a fell deoc’h diwar-benn ar brezhoneg, yezh keltiek nemeti komzet war hor c’hevandir.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn