Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur an emglev Ya d’ar brezhoneg gant Gouel Kan ar Vartoloded e Pempoull.

Da-geńver an 8vet gwezh ma vo aozet ar gouel-mań plijadurus ha digor war ar bed ez eus bet divizet, gant ar re e penn, brudań o oberoł a-du gant ar brezhoneg.

Ar 1200 den a youl vat hag ar 120 000 gweladenner a vo lakaet da zizoleiń sonerezh Afrika er bloaz-mań met, war un dro, e vo degaset da sońj pep hini plas ar brezhoneg er vro-mań pa oa yezh ar vartoloded o lestrań da vont da Island pe da Vaouritania.

Dirak an Ao. Morvan eta, prezidant ar Gouel hag an It. Lena Louarn, pezidantez Ofis ar Brezhoneg eo bet sinet ez-ofisiel an emglev Ya d’ar Brezhoneg e skol Sant Josef Pempoull, deuet da vezań pennkarter ar gouel er mare m’emań ar gouel o tostaat.

Ul labour a-feson zo bet kaset da benn c’hoazh gant ar gevredigezh evit lakaat ar brezhoneg war wel a-hed ar festival : panellerezh ar gouel a vo divyezhek penn-da-benn hag al lec’hienn genrouedad en he fezh zo bet troet e brezhoneg (http://www.paimpol-2007.com/bzh/pages/edito.htm) : ul labour eus ar c’hentań hag ul labour skouer evit kevredigezhioł hag aozadurioł a-bep seurt.
Mod-all kement tra embannet er mikro a vo distaget e galleg hag e brezhoneg e-pad an tri devezh. En tu-hont da se en deus embannet Pierre Morvan en e brezegenn e vefe laouen o terc’hel da ziorren ar brezhoneg er gouel goude ar sinadur-mań, er c’hehentiń da skouer.

Dre ma vo implijet ar brezhoneg en un doare sistematek e-pad gouelioł Karaez, an Oriant ha Pempoull, lec’hioł emgav liessevenadurel, lec’hioł eskemm ha brudań hor glad sonet ha kanet, e c’hellomp sońjal e vo brav dazont hor yezh pa adkav bremań he flas e-kreiz herźzhioł dibar all.




 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn