Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1026 ko)  Fichier pdf 
  Berzh bras a ra koulzad brudań an Ofis.

Ouzhpenn 150 kumun a gemer perzh en 8vet koulzad aozet gant Ofis ar Brezhoneg, gant skoazell DAO (Deskiń d’An Oadourien), evit brudań ar c’hentelioł brezhoneg evit an dud deuet.

Lańset e oa bet ar c’houlzad d’ar 5 a viz Gwengolo e Kawan, en Aodoł-an-Arvor. Dirak meur a gevredigezh a ro kentelioł-noz hag a aoz stajoł (Kreizenn Abherve (bro Sant-Brieg), Al Levrig (bro Lannuon), Kreizenn Pempoull (bro Oueloł), KLT (bro Montroulez), Skol An Emsav (bro Roazhon ha Dinan) ha dilennidi ar vro (an It. Bechec, kuzulierez-departamant kanton ar Roc’h-Derrien, an Ao. Garrec, kuzulier-departamant kanton Bear hag an Ao. Offret, prezidant kumuniezh kumunioł kreiz-Treger), eo bet kinniget d’ar gazetennerien dafar ar vrudadeg a vo skignet e 5 departamant Breizh. Da lavaret eo : ouzhpenn 7000 skritell adalek ar vent A3 betek ar vent arsavioł-bus, 8000 plegfollenn a ginnig ar frammoł stummań pennań, miliadoł a flyer-oł, deiziadurioł, ha kartennoł ezel a vo skignet e Breizh met ivez e-maez ar vro (e bro Bariz, e Teurgn…)

Ur perzh bras a zo bet kemeret er c’houlzad gant ar strollegezhioł lec’hel er bloaz-mań. Ouzhpenn 150 kumun a skigno skritelloł pe blegfollennoł ha moullet e vo pennadoł e meur a gelaouenn ti-kźr.
Daougementet eo bet niver ar strollegezhioł lec’hel a gemer perzh er c’houlzad e-keńver warlene (ma oa bet gwelet c’hoazh ur c’hresk 100% en niver a gumunioł). Aze e weler mat levezon ar c’houlzad « Ya d’ar brezhoneg » : emskiantet eo an dilennidi eus ar pezh a c’hellont ober evit diorren ar brezhoneg.

4 C’huzul-departamant diwar 5 a roio o skoazell ivez dre brestań o rouedad arsavioł-bus pe dre embann ur pennad en ho kazetenn.
Gant Kuzul-rannvro Breizh ez eus bet graet bruderezh war e gelaouenn eletectronek.

Mod all, sifroł ar bloavezh-skol 2006-2007 evit ar c’helenn d’an dud deuet a zo bet roet da c’houzout d’ar gazetennerien. En enklask a zo bet kaset da benn gant Arsellva an Ofis e kaver 149 framm a ginnig kentelioł-noz ha 17 a ginnig stajoł berr pe hir (hag 11 anezho war gont ar stummadur dibaouez).

Adkavout a reer an hevelep niver a zeskerien hag er bloaz a-raok, en-dro da 3000 deskard. Ne weler ket a ziskrog el liveoł uhelań, ar pezh a dalvez e teu an deskerien a-benn da beurzeskiń brezhoneg ha da vezań brezhonegerien ampart goude o c’hursus deskiń.
Berzh a ra ar stajoł ivez gant ouzhpenn 1000 den enskrivet warlene pe e vefe er stajoł berr (un dibenn-sizhun, ur sizhunvezh) pe er stajoł hir (6 miz pe ouzhpenn).

War hent ar micherelaat ez a muioc’h-mui an aozadurioł kelenn. Renablet ez eus bet 41 framm deuet da vezań ezel eus DAO. DAO a ginnig stummadurioł d’ar gelennerien ha dafar pedagogel. Dazont ar frammoł-se eo ar micherelaat, ma fell dezho gwellaat live ar c’helenn hag aozioł labour ar gelennerien

Evit gouzout hiroc’h : www.ofis-bzh.org ha www.dao-bzh.org

Evit lenn roll ar c’hentelioł, klikit war an arlun e traoń ar pennad.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn