Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (45 ko)  Fichier pdf 
  Diskouezadeg : “Pondi, a-zan ar c’hartennoł : ur gźr diskuliet gant he gladroll. »

Servij dielloł ti-kźr Pondi, kevredigezh Mignoned Pondi hag Ofis ar brezhoneg o deus kenlabouret a-benn sevel an diskouezadeg pouezus-mań.

Savet eo bet an diskouezadeg e teir lodenn evit lakaat da grompren ez eo ar gladroll ur benveg hag un alc’hwez evit kompren istor ar c’hźrioł. Kontań a reer da gentań istor ar gladrolloł er c’hantvedoł tremenet, adalek mare ar Romaned betek an deiz a hiziv, hep disońjal mare Napoleon ar 1ań (dindan e renadur e oa deuet da vezań ret sevel gladrolloł e pep kumun) ha kinnig a reer war un dro binvioł muzuliań ha skeudennoł.

Da c’houde eo studiet pizh an emdroadurioł e kźr Pondi abaoe 300 vloaz. Gant steuńvoł ar gladroll, miret aketus e dielloł an ti-kźr, ez eo aes heuliań penaos e oa bet ar gumun oc’h emdreiń, an treuzfurmadurioł a oa bet divizet ha kaset da benn gant an daou impalaer (Napoleon ar 1ań ha Napoleon an 3e) ha goude-se gant ar c’huzulioł-kźr o deus meret ar gumun betek bremań.

En trede lodenn e vo kavet titouroł diwar-benn lec’hioł resis a zo e Pondi : pontoł, ostalerioł, milinoł a zegas da sońj un amzer dremenet echu da vat.

Gant Ofis ar Brezhoneg eo bet labouret da gentań war mammskrid ar gladroll a-raok kregiń da vat gant un hir a studiadenn diwar-benn holl anvioł-lec’h ar gumun (3000 anv park hag ouzhpenn 250 anv-lec’h). Diwar c’houlenn ti-kźr Pondi eo bet kaset da benn ar studiadenn-mań dre m’eo bet sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » gant ar gumun. Gant servij ar Glad Yezhel Ofis en ar Brezhoneg ez eus bet savet ivez ur banell diwar-benn anvioł-lec’h Pondi hag ar mod d’o studiań. (s.o. ar pezh stag)

Pedet oc’h eta da zont da weladenniń an diskouezadeg a vo e Kastell ar Roc’haned adalek ar 5 a viz Here betek ar 15 a viz Du, a Verc’her da Wener etre 10 eur ha kreisteiz hag etre 2 eur ha 6 eur abardaez. Digoust eo mont e-barzh.

Evit gouzout hiroc’h :
Dielloł-kźr Pondi
Ti-kźr
8 straed Franēois Mitterand
56300 PONDI
archives@ville-pontivy.fr
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn