Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Label live 3 ar garta « Ya d’ar brezhoneg » a zo bet dibabet gant Plouared.

D’ar Gwener 28 a viz Gwengolo 2007 e oa bet sinet e Plouared (22) ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak an Ao. Christian Le Fustec, maer, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar brezhoneg hag an Ao. Gérard Quilin, kuzulier-departamant ha maer Plounevez-Moedeg, deuet da zileuriań an departamant.

Fańch an Uhel hag Anjela Duval, douaret o-daou e Plouared, ne vefent ket bet savet a-enep, moarvat, m’o defe gwelet Christian Le Fustec, hag eń brezhoneger a-vihanik, o kinnig d’ar c’huzul-kźr sinań Ya d’ar brezhoneg.

En e brezegenn en deus embannet sklaer ar maer e c’hoant da skoazellań krouidigezh un hentad divyezhek e-barzh ar gumun.

E-touez an 20 ober e c’heller menegiń ar re bennań anezho : staliań plakennoł straed divyezhek ; staliań ur panellerezh divyezhek e diabarzh hag e diavaez savadurioł an ti-kźr ; brudań an emglev Ya d’ar brezhoneg e-touez embregerezhioł, stalioł ha kevredigezhioł ar gumun ; reiń an tu d’an dud da eurediń e brezhoneg ha reiń dezho paperennoł melestradurel divyezhek ; kemer perzh e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet ; skoazellań ha/pe arc’hantaouiń un hentad divyezhek er gumun. Graet e vo gant an div yezh bep tro ma vo staliet panelloł nevez gant ar gumun ha kinniget e vo da implijidi an ti-kźr stummadurioł evit deskiń brezhoneg pe gwellaat o yezh.

Sinań a raio ar gumun ur gevrat kefridi gant an Ofis ivez (ober 28), ar pezh a dalvez e vo kenlabouret war hir dermen, gant an Ofis oc’h ober e labour aliań hag heuliań sevenidigezh an oberoł evit kas anezho da benn vat.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn