Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Celti’Vannes 2007 : Ur bloavezh mat evit ar brezhoneg, stardet e vo al liammoů etre kęr Wened hag an Ofis

D’ar Sadorn 30 ha d’ar Sul 31 a viz Gwengolo 2007 e oa bet dalc’het e Gwened ar gouel Celti’Vannes. Degemeret e vez an Ofis e salońs al levrioů abaoe 2001 hag er bloaz-mań eo bet kreńvaet plas ar brezhoneg enno.

Plijet eo bet an holl gant ar panellerezh divyezhek lakaet war wel e palez an Arzoů. An holl banelloů a oa divyezhek hag an holl gemennadennoů ouzh ar mikro a oa distaget e brezhoneg hag e galleg da c’houde. Ur striv gwirion evit diskouez ar brezhoneg a zo bet graet da-geńver ar gouel.

An Ao. Goulard, kannad ha maer Gwened, deuet gant gant an Ao. Gabriel Sauvet, eilmaer e karg eus ar sevenadur, en deus bet c’hoant da gejań ouzh tud an Ofis a-benn kadarnaat en un doare ofisiel e vo kinniget ar garta Ya d’ar brezhoneg da vot Kuzul-kęr Gwened d’ar 17 a viz Here.

Pouezet en deus ivez war ar fed ez eo Gwened evit ar poent ar gęr eus Breizh ma vez kavet ar brasań niver a vugale skoliataet en he skolioů divyezhek.

Evit klozań, embannet en deus pegen laouen e oa gant lec’hienn genrouedad an ti-kęr, a zo bet lakaet e brezhoneg penn-da-benn gant servij Treiń an Ofis. Ur lec’hienn dave e c’hellfe bezań evit kalz a gumunioů e Breizh.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn