Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1059 ko)  Fichier pdf 
  Ur valizenn da vrudań ar brezhoneg evit dilennidi Meurgźr Roazhon

Gant ar Poellgor Aliań war ar Vreizhadelezh e Roazhon ez eus bet kinniget da zilennidi Meurgźr Roazhon, d’ar Yaou 18 a viz Here, ur valizennadig savet evito d’o c’hizidikaat ouzh diorroadur ar brezhoneg.

Ar wech kentań eo e kasfed da benn ul labour evel an hini zo bet graet gant ar bodad « brezhoneg ha kelenn » er Poellgor Aliań war ar Vreizhadelezh. Krouet e oa bet ar poellgor-se e 1996 e Roazhon war atiz ar maer, an Ao. Edmond Herve. Martial Gabillard, hag a oa en amzer-se eilmaer e karg eus ar sevenadur, ha zo deuet da vezań kuzulier-kźr e karg eus ar sevenadurioł breizhek abaoe, eo prezidant ar poellgor.

War bajenn gentań an teul e adkas da sońj da bep hini pegen pouezus eo ar brezhoneg e buhez kźr Roazhon ha displegań a ra e rank kźr-benn Breizh harpań kreńv diorroadur ar brezhoneg.


Emań Roazhon, en deiz hiziv, e penn a-raok kźrioł Breizh gant 440 skoliad enskrivet er c’hentań derez divyezhek. Ouzhpenn da se, tost da 200 skolajiad ha lisead o deus kemeret ar brezhoneg evel danvez da zibab. Kontań a reer 247 studier war ar brezhoneg er skol-veur ha 400 a dud deuet er c’hentelioł-noz bep bloaz. Padal e weler n’eus nemet kumunioł Bruz ha Roazhon a ginnig ur c’helennadur e brezhoneg, da lavaret eo 2 gumun diwar ar 37 kumun zo bodet er Gumuniezh kumunioł. Dont a ra ar vugale skoliataet en hentadoł divyezhek eus 50 kumun tro-war-dro. Ar pezh a ziskouez sklaer e vefe tu da ziorren kalz muioc’h ur c’helennadur brezhonek e diazad bro Roazhon. Ur skoazell e vo ar « valizennadig-dilennidi » evit henchań an dilennidi da zigeriń klasoł divyezhek en o c’humun eta.

Ar « valizennadig-dilennidi »-mań a zo kinniget dindan stumm ur c’hodellig gant fichennoł sintetek. Sifroł ha dregantadoł a zegas ur sell pizh war stad ar brezhoneg e kumunioł an topald-kźrioł.
Frouezh ur c’henlabour eo etre an 3 hentad kelenn divyezhek : Diwan (skolioł dre soubidigezh), Div Yezh (skol bublik divyezhek) ha Dihun (skol brevez divyezhek), ar gevredigezh Skol an Emsav a ra war-dro kentelioł-noz ha stummadurioł dibaouez hag Ofis ar Brezhoneg, benveg rannvroel ar politikerezh yezh.

Ar pal kentań eo reiń c’hoant d’an dilennidi da grouiń, war dachenn o c’humun pe hini Meurgźr Roazhon, lec’hiennoł divyezhek nevez, kreizennoł dudi pe magourioł, rak diouer bras zo anezho.



 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn