Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Eil dalc’h stummań an Ofis er CNFPT

Ur pemzek gwazour tiriadel bennak o doa kemeret perzh d’ar Yaou 26 ha d’ar Gwener 27 a viz Here 2007 er staj kinniget gant KBMFT Gwened ( Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel ) : « Merań an divyezhegezh da live un tiriad » a oa an danvez anezhań.

Ur framm da stummań implijidi an strollegezhioł lec’hel eo ar c’hKBMFT hag e geveler reoliek eo deuet an Ofis da vezań hiziviken.

Daouhanteret eo bet ar staj-mań. Gouestlet e oa bet an devezh kentań da zielfennadur stad an traoł evit a sell ouzh an divyezhegezh en Europa dre gemer skouerioł resis (Kalz mennozhioł talvoudus zo da gemer e Kembre da skouer).
Kinniget ez eus bet war-lerc’h pleustriń war al labour da skoueriekaat an anvioł-lec’h, prederiań war palioł al labour-mań ha penaos e dalvoudekaat.
Evit echuiń eo bet displeget d’ar stajidi ar pezh a c’helle ober ar strollegezhioł lec’hel hervez o ment ha penaos diorren an divyezhegezh.

E-pad an eil devezh ez eus bet klasket gant tud e karg an Ofis reiń respontoł fetis da implijidi ar strollegezhioł. Dre m’emań an dud-se o labourat er c’humunioł hag en departamantoł o deus ezhomm modoł implij resis ha doareoł d’ober gwiriekaet a-benn aozań ha kas da benn vat an divyezhegezh war o zachenn.

Abalamour d’ar c’houlzad « Ya d’ar brezhoneg er c’humunioł » (64 c’humun o deus sinet en deiz a hiziv) ez eus bet savet meur a ober pleustrek aes da gas da benn gant an holl (panellerezh, plakennoł straed, talvoudekaat ar glad dre banelloł divyezhek…) hag e c’heller bremań diskouez skouerioł fetis hag a ro respontoł sklaer d’ar gargidi lec’hel

Ar stajidi deuet eus ar 5 departamant a Vreizh, mui unan anezho a oa deuet eus Kuzul-departamant ar Pireneoł-Atlantel zoken, o deus lavaret sklaer e oant bet plijet-bras gant ar staj-mań dre ma oa danvezioł pragmatek ha kinniget en un doare micherel-kenań.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn