Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  War-zu chadennoł skinwel lec’hel e brezhoneg ?

Diwar atiz Dominique Hannedouche, rener TV Roazhon 35 ha Glenn Jegou, animatour war gwagennoł France Bleu Arvorig ha rener gouel Yaouank Roazhon e vo skignet peder abadenn bep miz e brezhoneg war ar chadenn, hag int bet savet a-ratozh evit ar re yaouank.

Roet ez eus bet lańs d’ar programmoł d’an 23 a viz Here e Roazhon evit kinnig ar pevar emgav sizhuniek, 26 munutenn pep hini anezho, a zo bet ijinet gant ar chadenn.

Sizhun gentań ar miz : un diverrań eus an abadenn « Webnoz » kinniget war ar genrouedad gant Lionel Buannic, produerezh skoazellet gant ar C’huzul-departamant.

Eil sizhun ar miz : « Leurenn BZH », ur sitkom farsus ha dichek produet gant ar c’hevredad Pois Chiche Films ha TV Roazhon 35, skoazellet gant ar C’huzul-departamant ivez.

Trede sizhun ar miz : « Strak ! » un hollad teulfilmoł kinniget gant Marion Gwenn ha Lena an Du, kenbroduet gant TV Roazhon 35 ha Kalanna Production, skoazellet gant Rannvro Breizh.

Pevare sizhun ar miz : « Urban Breizh », magazin ar sonerezh hag an arzoł, troet da vat war-zu ar sonerezh a vremań hag ar c’hrouiń, filmet en davarn ar Memestra e Roazhon ha kinniget gant Glenn Jegou. Priz rannvroel dazont ar brezhoneg a oa bet roet d’an abadenn-mań e 2005 a oa chomet a sav koulskoude dibaoe. Kregiń a ra gant he eil buhez.

Skignet e vez abadennoł TV Roazhon 35 war un dachenn brasoc’h eget departamant Il-ha-Gwilen dre ma ‘z eus tu da dapout an abadennoł e reter Aodoł-an-Arvor ha kreisteiz departamant ar Manche. Ar pezh a dalvez e c’hell bezań sellet ouzh an abadennoł-se gant ouzhpenn ur milion a zanvez arvesterien.

Ur raktres eskemm abadennoł en amzer da zont a zo war ar stern etre meur a chadenn lec’hel ivez : Télénantes ha Télé Brest a vefe war ar renk evit degemer ha skignań an abadennoł nevez-mań war o c’hanolioł.
Dre-se e c’heller ijinań e c’hellfe bezań savet, tamm-ha-tamm, ur gwir rouedad skinweloł e Breizh hag a rofe un tu d’ar brezhoneg da vezań skignet gwelloc’h ha d’ar vrezhonegerien da gaout abadennoł en o yezh.

Ar peder abadenn-mań a vez skignet ur wezh hag adskignet meur a wezh e-pad ar sizhun da eurioł disheńvel .

Tu vo da sellet ouzh an abadennoł-mań war lec’hienn genrouedad ar chadenn : http://www.tvrennes35 ha tu vo da bodkastań un dibab anezho.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn