Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Devezh ar brezhoneg e bro an Alre : begon e pep lec’h.

Da-geńver gouelioł Douar Alre e oa bet aozet devezh ar brezhoneg e bro an Alre d’ar 26 a viz Here gant ar c’hevredigezhioł Kerlenn Sten Kidna, Douar Alre hag ar Vammen : ha berzh en deus graet !

Diskouez pegen bev eo ar brezhoneg e bro an Alre e oa pal an devezh-se ha kemeret e oa bet perzh ennań gant ouzhpenn 600 den, tud vras ha bugale.

Oberiantizoł liesseurt ha dibabet mat diouzh oad pep hini a oa bet kinniget a-hed an devezh da vugale skolioł divyezhek Lokoal-Mendon, Plunered, Meriadeg, Santez-Anna-Gwened ha Pluvergad ha d’o zud.

Kanaouennoł a-unvouezh dindan renerezh Gilles Servat e penn laz-kanań, un abadenn furlukined, dansoł ha sonerezh hengounel, piknik ha baleadennoł e brezhoneg hag evit klozań an devezh, enrolladur Webnoz, abadenn vrudet Lionel Buannic hag e skipailh skignet war ar genrouedad.

Gwelet a reer aze frouezh al labour bet kaset da benn abaoe pell gant kevredigezhioł ar c’horn pa ouezer eo deuet bro an Alre da vezań an trede bro e Breizh evit an niver a vugale skoaliataet er c’hentań derez divyezhek, dirak bro Gerne ha bro Brest.

Menegomp ivez e oa bet roet Priz rannvroel dazont ar brezhoneg e 2007 d’ar Gerlenn Sten Kidna evit he labour heverk da gas ar brezhoneg war-raok.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn