Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emgavioù etrerannvroel

D’an 8 ha d’an 9 a viz Du e oa bet dalc’het evit ar 17vet gwech Emgavioù ar Yezhoù hag ar Sevenadurioù Rannvroel pe Bihanniver e Kanbo e Norzheuskadi. Kevredigezhioù hag aozadurioù o labourat evit kement yezh « rannvroel » a vez komzet e Frañs a gemer perzh en emgavioù-se. Tud eus Elzas, Katalonia, Okitania, Euskadi, Breizh, Korsika, enez ar Reunion, ar Martinik, Mayot ha Gwiana a oa war al lec’h.

Kalz a Vreizhiz a oa war al lec’h : ouzhpenn an div gevredigezh vreizhat ezel eus an Emgavioù, Ofis ar Brezhoneg ha Kuzul Sevenadurel Breizh e oa ivez war al lec’h daou zilennad, Jean-Pierre Thomin evit Rannvro Breizh hag Andre ar Gag evit Departamant Penn-ar-Bed.

Graet e oa bet tro ar broioù evit gwelet penaos eo aozet ar politikerezh e pep hini anezho. Un dra zo deuet anat : war micherelaat ha war ofisielaat ez a an traoù e pep lec’h. Un Ofis ar C’hreoleg zo bet savet er Reunion diwar-skouer Ofis ar Brezhoneg. Ur sikour teknikel zo bet degaset gant hon ofis ivez da Vodadenn Gorsika. Un Ofis ar C’horseg a vo a-benn 2009 moarvat.

Reiñ a ra tro an Emgavioù d’ober e vad eus kement tra zo aet war-raok e bro pe vro. Ha mennozhioù mat zo da dapout e pep lec’h. Evit ar pezh a sell ouzh Breizh ez eo bet dedennet tre ar berzhidi gant displegadenn Fulup Jakez, rener an Ofis, diwar-benn al labour stummañ ar gargidi war an divyezhegezh bet kaset da benn e framm ar CNFPT.

War daou dra all a-bouez e oa bet lakaet ar gaoz a-hend-all. Pedet e oa bet prezidant Sindikad Broadel ar Skingomzoù Dieub da zont hag ivez rener rannvroel an EBSSA Akwitania. War an div dachenn-se ez eo anat ez eus da genlabourat evit lakaat hor yezhoù da vezañ kemeret e kont.

E-touez an tachennoù zo bet dibabet labourat warno e c’heller menegiñ ar goulenn e vefe graet goulennoù o tennañ d’an ober gant hor yezhoù e niveridigezh an EBSSA adalek 2009. Evit ar wech kentañ e c’hallfemp gouzout resis pet brezhoneger zo, kumun ha kumun.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn