Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (387 ko)  Fichier pdf 
  Devezhioů ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Lannarstęr

D’ar 15 a viz Du 2007 e oa bet roet lańs gant an It. Marie-Thčrčse Thiery, kuzulierez-departamant ha maerez, da « zevezhioů ar brezhoneg » aozet gant ti-kęr Lannarstęr.
Kinniget e vo e-pad ur mizvezh a-bezh meur a abadenn zudi digor d’an holl.


Pinvidik e vo programm an devezhioů-se : kentelioů tańva d’ar brezhoneg a vo tu d’an dud deuet ha d’ar vugale heuliań evit dizoleiń yezh ar vro. Gant Div Yezh Lannarstęr e vo kaset ar c’hentelioů-mań da benn.
Atalieroů da zeskiń kanań e brezhoneg a vo aozet ivez.
Un abadenn sigoterezh ijinet gant Eflamm Caouissin a vo kinniget d’an holl.
Prezegennoů a vo tu da selaou. An hini gentań e vo he danvez ar brezhoneg e kelaouenn « La Liberté du Morbihan » (Daniel an Doujet) hag eben diwar-benn ar brezhoneg er bed a-vremań (Fańch Broudic).
Mod-all e vo bannet un nebeud filmoů e brezhoneg (filmoů is-titlet e galleg).
Diskouezadeg an Ofis a vo tu da welet betek kreiz miz Kerzu. Peder fanell e liv ma c’heller lenn warno istor ar brezhoneg a oad da oad (ar brezhoneg : ur yezh keltiek; ar Vretoned o tiazezań e Breizh; ur yezh lakaet en arvar; ar Vretoned oc’h adperc’hennań o yezh ) a vo kinniget d’an holl e Mediaoueg Elsa Triolet.

Evit gouzout hiroc’h hag evit en em enskrivań d’an abadennoů (digoust ha digor d’an holl), pellgargit an teul kevret pe kit war lec’hienn ti-kęr Lannarstęr : www.ville-lanester.fr
Tu zo da bellgargań diskouezadeg an Ofis war lec’hienn an ti-kęr ivez.

Sinet e oa bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ti-kęr Lannastęr e miz Kerzu 2006 evit kas 5 ober da benn dindan bloaz.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn