Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  10 embregerezh eus ar vro Vigoudenn o sinań evit ar brezhoneg

Diwar atiz ar c’hevredad Startijenn ar Vro Vigoudenn hag e brezidant Reun Koupa e oa bet aozet er bloaz-mań « Gouel ar vro Vigoudenn » d’ar 17 ha d’an 18 a viz Du 2007.

Lidań identelezh ar vro Vigoudenn ha lakaat war wel an oberoł a c’hell pep hini kas da benn evit diorren ar brezhoneg hag ar sevenadur, sed aze ar pezh e oa pal ar gouel-mań a vod annezidi ar vro ha kevredigezhioł a bep seurt.

Daou zevezh leun-raz a abadennoł eta a zo bet kinniget d’an dud. D’ar Sadorn, ur brezegenn diwar-benn identelezh Breizh gant ar sokiologour Ronan ar C’hoadig, an eil gant Jaime Ocampo Rangel (luc’hskeudenner tudoniour eus Kolombia) war minorelezhioł all er bed a-bezh hag an trede kinniget gant Serge Duigou, istorour brudet ar vro Vigoudenn, diwar-benn identelezh e gorn-bro.
Etre ar Sadorn hag ar Sul e c’helled kemer perzh en abadennoł dańs pe kanań a oa aozet koulz hag en ur staj brezhoneg kinniget gant Mervent.

D’ar Sul e oa bet daou brantad pouezus. Ur c’hollok da gentań, ma oa bet pedet tud ar vro e karg eus an touristerezh, ar peskataerezh, al labour-douar, pe c’hoazh ar brezhoneg, da eskemm ha da brederiań war al liammoł a zo etre an Armerzh hag an Identelezh. Patromed embregerezhioł a zo deuet da lavaret o sońj ivez war ar gounid a c’heller tennań eus un identelezh kreńv evel hini ar vro Vigoudenn.

Goude ar c’hollok-mań, an eil darvoud pouezus a oa lid-sinań an emglev Ya d’ar brezhoneg gant dek embregerezh eus ar vro. Bez’eo ar sinadurioł-se frouezh al labour kaset war-raok gant Reun Koupa, skipailh Startijenn hag Ofis ar Brezhoneg evit kizidikaat an embregerien ouzh ar c’houlzad.
Sed amań a-is roll an dek siner nevez, an holl anezho o tont eus ar gennad prevez, a lakaio neuze listenn hir ar sinerien da greskiń c’hoazh.

- Studio luc’hskeudennoł Le Lain, Pont-'n-Abad
- B. Matignon, kuzulier war ar c’heginań, Kombrid
- Rosa, Chokoladourez, Pont-'n-Abad
- Chokoladour Robinet, Pouldreuzig
- Baraerezh Le Cleac'h, Pornaleg
- Bernez Lebreton, liorzhour, Ploveur
- Andre le Boennec, livour kinklour, Penmarc'h
- Sant Pźr, M. Guichaoua, Penmarc'h
- Leti Breizh, Pont-'n-Abad
- Men Lann Du, Ti krampouezh, Pont-'n-Abad

(Skeudenn Ronan Ménardeau)
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn