Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ti-kęr Plouvien (29)

D’ar Sadorn 24 a viz Du e oa bet sinet gant Christian Calvez, maer Plouvien, ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag izili ar C’huzul-kęr.

Votet e oa bet gant ar gumun, e miz Mae 2007, mont a-du gant raktres ar garta ha dibabet e oa bet al label 2 gant 12 ober da vezań graet a-benn 3 bloaz.
N’eo ket bet gortozet deiz lid-sinań ar garta evit kregiń gant al labour, pa ouezer e oa bet skoazellet an holl genwerzhourien da gaout panelloů e brezhoneg en o stal gant ar gumun c’hoazh.

Ouzhpenn staliań panelloů divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun e oa bet dibabet sevel kartennoů-pediń divyezhek ha lakaat ur c’hemenn e brezhoneg war responterez an ti-kęr. Gant 3 ober all dibabet e vo labouret dreist-holl war banellerezh divyezhek ar gumun. Kefridiet e vo an Ofis da studiań anvioů-lec’h ar gumun ivez. Plouvien a skoazello ar c’helenn brezhoneg, evel ma ra dija, dre reiń skoaziadoů arc’hant, pe dre ur skoazell deknikel, d’an hentad divyezhek a zo er gumun. (E Plouvien e kaver 12% eus ar vugale skoliataet er gumun en hentad divyezhek). Kemer a raio perzh hiviziken er c’houlzad brudań bloaziek evit ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet. Annezidi ar gumun a c’hello kaout digant an ti-kęr teulioů melestradurel divyezhek hag eurediń a c’hellint e brezhoneg mar fell dezho.

Bro Vrest a zo gant bro Dreger ha Goeloů unan eus ar broioů (Voynet) gant an niver brasań a gumunioů bet sinet ganto ar garta Ya d’ar brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn