Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Magourioł e brezhoneg : ur garta « kalite » lakaet war-sav

Birvilh ez eus bet e bro Leon d’ar Sadorn 24 a viz Du : da gentań e oa bet lidet sinadur Ya d’ar brezhoneg gant kumun Plouvien (lennit a-us) ha da eil e oa bet aozet lid-sinań karta Divskouarn gant pemp magouri eus Penn-ar-Bed e Lesneven.

Krouet e oa bet ar gevredigezh Divskouarn e miz Ebrel 2005 gant ar pal brudań ha kas war-raok ar brezhoneg a-raok ar skol.
Abaoe daou vloaz eta emań ar gevredigezh o labourat evit sevel ur rouedad tro-dro d’ar vugaligoł : magourioł, magerezed, kerent ha kement ‘zo ha lakaat anezho e darempred an eil gant egile.

Savet ez eus bet nevez ‘zo gant ar gevredigezh ur « garta », diwar skouer hini Ya d’ar brezhoneg, evit lakaat ar brezhoneg da vezań implijet er magourioł ar muiań ar gwellań.
3 live a zo d’ar garta-mań. Al label live kentań a vo roet d’ar magourioł a fello dezho reiń un tańva eus ar brezhoneg d’ar vugale (abadennoł dudi dreist-holl). Al label live 2 a vo roet d’ar magourioł zo gouest ul lodenn eus o implijidi da labourat e brezhoneg. Al label 3 a vo roet d’ar magourioł a c’hell mont en-dro e brezhoneg penn-da-benn.

Dirak an Ao. Maille, prezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, an Ao. Yann-Bźr Thomin, maer Landerne, e karg eus ar politikerezh yezh e Rannvro Breizh, an Ao. Andrev ar Gag, dileuriad evit ar brezhoneg e Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag an Ao. Yannig Robin, prezidant Divskouarn eo bet sinet ar garta gant 5 magouri, o doa dibabet al liveoł 1 ha 2 evit kregiń ganti. Amań da heul listenn ar magourioł gant al live dibabet :
Tamm ha Tamm e Plougerne = live 2
Dorn ha Dorn e Gouenoł = live 2
Les Pitchouns e Lesneven = live 1
La Farandole e Landerne = live 1
A la Rue Béole e Konk-Kerne = live 1
Tud ar vugale, tud kuzulioł-merań ar magourioł, implijidi ar frammoł-se a oa deuet da gemer perzh el lid ivez.

Gant al lid-sinań-mań e weler splann emań ar brezhoneg o c’hounit tachenn. Komprenet mat o deus tud ar vugale, tud e karg ar frammoł a ra war-dro babigoł hag an dilennidi pegen pouezus eo deskiń ar yezh an abretań ar gwellań mar fell d’an holl saveteiń ar brezhoneg.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn Divskouarn, kit war al lec’hienn : www.divskouarn.free.fr
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn