Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (911 ko)  Fichier pdf 
  Kelenn brezhoneg d’an dud deuet : sifroł a ro kalon

Gant Arsellva Ofis ar Brezhoneg eo bet embannet sifroł distro-skol 2007/2008 evit ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.
Kentel gentań ar bloaz-mań : un ehan d’an digresk a zeu war wel. An niver a zeskerien el liveoł 1 ha 2 er c’hentelioł a ya war gresk, evit ar wech kentań abaoe 2001 ; sin vat eo evit ar brezhoneg.


151 gevredigezh a ginnig kentelioł d’an oadourien en distro-skol-mań, hervez a zo bet jedet, gant skoazell kelennerien a youl vat pe difrejet, e-barzh 172 kumun a Vreizh, da lavaret eo ouzhpenn ur gumun diwar 10.
Un tregont kevredigezh bennak a ro kentelioł ivez e-maez Breizh (e Pariz ha tro-dro dreist-holl) ha 18 framm a ginnig stajoł war verr pe hir dermen.

Abaoe 1998 eo bet kresket kalz al lec’hioł kelenn, ouzhpenn 54%, hag ar c’hreizennoł stummań e-lec’h ma heulier stajoł a zo bet daougementet.

War-dro 3000 skoliad a heuilh kentelioł-noz ingal hag ar sifr-mań a seblant bezań stabil abaoe un nebeud bloavezhioł.
Un dra all zo sin vat : kresket eo an niver a zeraouidi er c’hentelioł-noz (+ 6%). Ur c’hresk damheńvel a gaver er stajoł (+12%) abaoe 2 vloaz.

Mat eo an traoł el Liger-Atlantel, pa weler emań sifroł an departamant o tostaat da re Aodoł-an-Arvor evit an niver a zeskerien enskrivet.
Diouzh an tu all e seblant bezań dilańs en Aodoł-an-Arvor e-keńver departamant ar Mor-Bihan, dre m’eo aozet gwelloc’h ar frammoł kelenn eno.

Gwelet a reer splann e teu aesoc’h an dud da zeskiń brezhoneg pa vez yac’h ar frammoł kelenn ha ganto kelennerien stummet-mat.

En teul kevret a c’haller pellgargań e c’hallot kavout taolenn emdroadur al lec’hioł kelenn etre 1998 ha 2007 hag hini al lec’hioł staj en hevelep prantad amzer. Listenn ar c’humunioł ma kaver ar muiań a dud oc’h heuliań stajoł a c’hallot kavout ivez. Emań Roazhon ha Naoned er penn a-raok dirak Brest pe Kemper a gaver en trede pe en eizvhet plas.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn