Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur benveg brezhonek nevez evit an dud a labour e micherioł ar buheziń

Goude bezań embannet « Levr ar buhezour » e 2004, an UBAPAR a embann hiziv « Levr an aozer hag ar rener » un dornlevr e brezhoneg evit ar renerien hag an aozerien kreizennoł vakańsoł, gant skoazell Kuzulioł-departamant Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan, Rannvro Breizh ha Renerezh rannvroel ar yaouankiz hag ar sportoł.

Al levrioł-mań n’o deus ket o far e yezhoł all e Frańs. Kinnig a reont d’an dud a labour e brezhoneg e micherioł ar buhezhiń, binvioł a-zoare evit kas o labour da benn vat.

Frouezh ul labour preder don hag a-stroll int, savet m’int bet gant tud e karg e Renerezh rannvroel ar yaouankiz hag ar sportoł ha buhezourien a-vicher a labour evit diorren an degemer bugale e brezhoneg e kreizennoł vakańsoł pe dudi.

Kavet e vo e-barzh an holl elfennoł a zo ret d’an dud a vicher gouzout evit klokaat o stummadur, evit doujań mat da lezennoł strizh ar vicher-mań, resev alioł hag eskemm skiant-prenet, a-benn broudań anezho da gemer kiriegezhioł hag aesaat an traoł evit aozań kampoł e brezhoneg e Breizh a-bezh.

Ouzhpenn 500 den yaouank a gemer perzh er c’hreizennoł vakansoł e-pad an hańv. Da zibab o devez e-touez un ugent bennak a stajoł ma kinniger dezho deskiń splujań, implijout ar video, dizoleiń an endro ha kement’zo.

Binvioł micherel a-feson a zo bremań gant ar vuhezhourien brezhonegerien, tapet an DABU ganto, ha gant renerien ar c’hreizennoł-dudi, hag o deus tremenet an DARE, evit respont da c’houlenn ar familhoł a fell dezho fiziań enno o bugale divyezhek, e-pad ar mareoł skol pe ar vakańsoł, e surentez hag er yezh o deus dibabet.


Evit gouzout hiroc’h : http://www.ubapar.org/

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn