Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod e Skol Diwan Pariz

Da-geńver donedigezh tud Ofis ar Brezhoneg da salońs Expolangues e oa bet aozet un emvod a-benn prederiań hag eskemm gant tud ar c’hevredigezhioł a ra war-dro kas ar brezhoneg war-raok e bro Bariz.

Un nerzh kreńv zo gant tud Pariz en amzer a-vremań evit a sell ouzh ar brezhoneg : ur skol Diwan a zo bet digoret (hag a vo o tilojań c’hoazh en ul lec’h brasoc’h ken buan m’en deus graet berzh) hag ez eus kalz a dud en he strollad skoazell, war-dro 150 den a zo o teskiń brezhoneg e bro Bariz a-bezh hag un toullad brav a dud o deus kemeret perzh er skrivadenn. Diaes eo un tamm eskemm e Pariz dre m’eo bras divent ar gźr-benn ha dre ma’z eus un diouer a gelaouiń etre al lec’hioł kelenn. Eus un tu all ez eo ret ivez stummań gwelloc’h ar gelennerien. Kinnigoł a zo bet graet evit gwellaat an traoł : diorren implij al lec’hiennoł Genrouedad a gaver dija a-benn kelaouiń an dud, dont da vezań ezel eus ar gevredigezh DAO a-benn kemer perzh en devezhioł stummadur kinniget ganti evit ar gelennerien. Prest eo an Ofis da skoazellań holl gevredigezhioł bro Pariz ha da labourat donoc’h ganto war ar raktresoł war ar stern.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn