Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gwened e-barzh ar jeu evit kas ar brezhoneg war-raok

Lid-sinań roidigezh al label live 1 ha sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg a-benn tapout al label live 2 gant kęr Wened a oa bet aozet d’ar Sadorn 8 viz Kerzu dirak an Ao. Goulard, kannad ha maer, prezidant tolpad-kęrioů Bro Gwened, an Ao. Gabriel Sauvet, eilmaer e karg eus ar sevenadur, an Ao. Lucien Jaffré, eilmaer e karg eus ar c’helenn, hag an It. Lena Louarn , prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Testeniekadur live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg a zo bet roet da gęr Wened evit meur a ober graet mat ha penn-da-benn. Bep bloaz e vez brudet ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet. Panelloů divyezhek a zo bet staliet war bep hent da vont e-maez pe e-barzh ar gumun. Lec’hienn Internet Gwened a zo ur skouer eus ar pezh a c’heller ober : 4 yezh a zo kinniget hag ar brezhoneg a zo par d’ar yezhoů all (150 pajenn lakaet e brezhoneg http://br.mairie-vannes.fr/). Ur skoazell argant hag ur skoazell deknikel he deus roet kumun Gwened d’an hentadoů divyezhek.

Ur gevrat kefridi nevez a zo bet sinet da-geńver engouestl ar gumun davit live 2 ar garta.

Kadarnaat a ra Kuzul-kęr Gwened gant ar c’henemglev nevez-mań e youl da vont war-raok gant 5 ober nevez da gas da benn dindan 3 bloaz : pedadennoů divyezhek evit an abadennoů sevenadurel aozet gant an ti-kęr ; kemennadenn war responterez an ti-kęr; panellerezh divyezhek er savadurioů dindan e zalc’h; glad ar gumun war wel en div yezh; kinnig d’an dud nevez eurediń e bezhoneg.

Ret eo lavaret ivez emań kęr Wened er penn a-raok e-touez kęrioů Breizh evit an niver a vugale skoliataet er skolioů divyezhek (tost da 600 bugel er bloaz-mań hag ouzhpenn 1000 e korn-bro Gwened).

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn