Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Pornizh er penn a-raok : kroget eo gant Ya d’ar brezhoneg el Liger-Atlantel.

Al lid-sinań a oa bet aozet e ti-kęr Pornizh d’ar Gwener 7 a viz Kerzu 2007 dirak an Ao. Philippe Boënnec, kannad ha maer, an It. Catherine Pasquier, kentań eilmarez e karg eus ar sevenadur, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Pornizh, e bro Raez, a labour ingal gant an Ofis abaoe 2001. Divizet he deus stardań kreńvoc’h al liammoů-se dre sinań ar garta “Ya d’ar brezhoneg” evit tapout al label live 1 a-benn 2 vloaz, gant 6 ober da gas da benn.

An ober kentań, hag a zo tost echu, a zo bet graet mat-tre. Panelloů mont-e-maez ha mont-tre er gumun a vo holl divyezhek, an div yezh diskouezet par-ha-par.
Abaoe bloavezhioů e kemer perzh ti-kęr Pornizh e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet dre ziskouez un 30 skritell vras bennak en e rouedad arsavioů-bus.
Ur skoazell brizius eo evit brudań ar brezhoneg ha Kelc’h keltiek Pornizh.
Divizet en deus ar C’huzul-kęr ivez fiziań en Ofis ur studiadenn war an anvioů-lec’h a-benn anavezout gwelloc’h istor ar brezhoneg e korn-bro Pornizh.
En div yezh e vo gallet dizoleiń ar glad a-benn nebeut, dre ma vo staliet ur maen-koun e-harz ar c’hastell.
Mod-all, pajennoů zo war lec’hienn an ti-kęr (www.pornic.fr) a vo tu da lenn e brezhoneg a-drugarez da servij Treiń-Aliań an Ofis.
Ouzhpenn-se ez eus bet sinet etre ti-kęr Pornizh hag an Ofis ur gevrat kefridi a embann sklaer youl ar C’huzul-kęr d’ober ul labour padus ha da heuliań an engouestloů kemeret evit ar brezhoneg, gant skoazell deknikel an Ofis.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn