Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Deuet eo er-maez danevell nevez Arsellva Ofis ar Brezhoneg

D’ar Merc’her 12 a viz Kerzu e oa bet kinniget e Roazhon gant an dud e karg eus Ofis ar Brezhoneg an eil danevell hollek graet gant an Arsellva war stad ar brezhoneg, anvet : « Ar brezhoneg e-kreiz ar roudour ».

Gant Arsellva ar Brezhoneg e vez dastumet ha dielfennet roadennoł sokioyezhoniel, graet studiadennoł ha kelaouet an dud hag ar re zo ar galloud divizout ganto diwar-benn stad ar brezhoneg bremań. Ar benveg-se, ha n'en deus ket e bar e Breizh, a ro tu da gompren gwelloc'h al lusk zo tro-dro d’ar yezh en deiz hiziv.

Danevell gentań an Arsellva, embannet e 2002, a zisplege sklaer dija e oa ar yezh en arvar. N’eo ket bet cheńchet kalz abaoe, daoust ma’z eus spi da gaout gant divizoł an dilennidi (vot a-unvouezh gant ar C’huzul-rannvro e 2004 evit ur steuńv politikerezh yezh evit Breizh, sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant 65 kumun a Vreizh, koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet skoazellet gant 5 departamant Breizh ha traoł all c’hoazh).

Met ne vo ket a-walc’h evit cheńch penn d’ar vazh, rak an traoł a ya war washaat dre ma n’eus ket a-walc’h a re yaouank desket brezhoneg ganto evit kemer plas ar vrezhonegerien gozh a ya kuit.

A-hend-all, e-korf ar 5 bloaz tremenet, n’eus ket bet a reveulzi e bed ar mediaoł (krouidigezh ur chadenn skinwel pe skingomz e brezhoneg da skouer), daoust ma’z eus bet savet abadennoł nevezus war ar Genrouedad.

Diwar an eil danevell-mań e c’haller tennań un nebeud poentoł :
- Ret eo en em harpań war emzalc’h nevez ar Vretoned o deus komprenet emań o yezh en arvar.
- Ret eo lakaat e pleustr ur gwir raktres evit saveteiń ar yezh, unan a ranko bezań savet buan ha gant youl.
- Ret eo krouiń ur sinergiezh etre ar Stad, an departamantoł, ar c’humunioł, an ensavadurioł barrek a-benn reiń d’ar brezhoneg un diorren padus.
- Ar benveg politikerezh yezh zo gant Rannvro Breizh, Ofis ar Brezhoneg, a rank bezań kreńvaet hag e gefridi kadarnaet.

Gallout a reer prenań an danevell-mań, 136 pajenn enni (ouzhpenn 80 kartenn ha grafik), dre gas 25 € da : Ofis ar Brezhoneg 8bis straed Félix Faure 29270 KARAEZ-PLOUGER.
(Da urzhiań en he stumm gallek pe en he stumm brezhonek).
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn