Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1663 ko)  Fichier pdf 
  Distro-skol 2007 er skolioł : ur bilańs etre daou

Mat-ha-fall eo stad ar c’helenn brezhoneg e Breizh. Daoust ma’z eus bet araokadennoł gwirion, an niver a skolidi ne gresk ket a-walc’h evit bastań d’an ezhommoł.

Servij Arsellva ar Brezhoneg a zo o paouez embann e zanevell war stad ar c’helenn divyezhek e Breizh evit an distro-skol 2007/2008.

War-raok ez eer, a-dra-sur : mont a ra ar c’helenn divyezhek war-raok er skolioł publik gant ur c’hresk 8,7%, ar pezh a gas an hentad-mań dirak ar re all.
Ar c’hresk er Mor-Bihan a zo tost da hini Penn-ar-Bed abalamour d’an niver a vugale skoliataet e korn-bro Gwened (ouzhpenn 1050 bugel skoliataet e kreiz-kźr hag er c’humunioł tro-dro).
E Penn-ar-Bed avat emań an niver brasań a skolidi er c’helenn divyezhek (43%)
Emań an traoł o vont war-raok ivez e departamant Aodoł-an-Arvor, goude 10 vloaz hep klas ebet o tigeriń, dre ma’z eus bet digoret un nebeud lec’hioł kelenn nevez ‘zo.

Eus un tu all, n’eus tamm ehan ebet gant ar goulenn sokial (meur a skol n’int ket bet digoret el Liger-Atlantel, er Mor-Bihan hag en Il-ha-Gwilen daoust da c’houlennoł ar familhoł, klasoł a zo bet digoret e Gwitreg er skol brevez memestra).

Koulskoude eo re izel kresk an niver a skolidi er c’helenn divyezhek (6%). Ha n’eo ket bet ken izel abaoe ar bloavezhioł 80 zoken.
Meur a abeg zo d’an dra-se : 10 diwar an 29 bro a zo e Breizh, n’o deus skol divyezhek ebet er bloaz-mań. Gouzout a reer mat koulskoude e fell d’ar gerent lakaat o bugale e-barzh skolioł zo tost d’al lec’h m’emaint o chom. El Liger-Atlantel da skouer, n’eus bet digoret lec’h nevez ebet er c’hentań derez abaoe 1999.
Re a skoilhoł melestradurel a vir ouzh ar skolioł hag ar gerent da zigeriń klasoł nevez, ar pezh a laka rummadoł skolidi da goll un amzer brizius.

E 2004, en e steuńv politikerezh yezh evit Breizh e oa bet lakaet da bal gant Rannvro Breizh, kaout 20.000 bugel skoliataet er c’helenn divyezhek, a-benn 2010. D’an deiz hiziv n’eus nemet 11740 skoliad en hentadoł-se, n’eus forzh pe re e vefent.
Ma chomomp gant al lusk-mań ne vo ket ouzhpenn 14.000 bugel a vo skoliataet en div yezh e 2010.

Ret eo kemer divizoł all.
Ret eo cheńch bazh d’an daboulin hag evit kas mennad ar C’huzul-rannvro da benn, lakaat palioł resis : pelec’h ha pegen alies digeriń lec’hiennoł diyvezhek e pep bro. Ret eo ivez brudań gwelloc’h ar c’helenn divyezhek evit reiń c’hoant d’ar studierien da vont da gelenn.

E-barzh an teul kevret e vo kavet ganeoc’h meur a gartenn a zispleg emdroadurioł ar c’helenn divyezhek dre hentad ha dre zepartamant etre 1997 ha 2007 ha sifroł an diorren evit ar prantad 2007-2010.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn